r zant-man a deuas er bed en Arthel, demdost da Nevers, en hanter kentan an daouzekvet kantved. Savet e oe en Soason, gant eur eontr beleg, a zeskas d’ezan abred anaout danjeriou ar vue, disprijout plijaduriou didalve ar bed, ha tanva al levenez a ro ar studi hag ar beden, d’ar re en em dro gante a galon vat.
P’en em gavas en oad, e oe beleget, ha prest goude, daoust d’e yaouankiz, e oe hanvet da chaloni en Soason hag en Pariz. Evit gallout ren eur vue striz, en em dennas en Pontigny, en eur gouent eus a Urz sant Bernard, hag en berr amzer, e oe c’hoaz eno eur skouer vat evit an holl.
Ac’hane, e oe kaset da ren manati Feunteun-Yan, ha hini Chalis goude-ze. Gouarn a reas an daou vanati-ze, gant eur furnez hag a c’honeze d’ezan kalonou an holl. Komz a rê ouz pep-hini en eun doare ken hegarat, ma ne greded ket chom hep senti outan.
Er bla 1199, arc’heskob Bourj, an ôtrou Herry de Sully, a varvas, ha Gwilherm a oe dibabet da gemer e garg. Ar c’helou-ze a skuilhas eul levenez vras dre-oll, nemet en kalon an den santel, a oe mantret ha ne asantas diskregi eus e vaz-abad evit kemer ar vaz-eskob, nemet war urz e vistri ha war gourc’hemen kannad ar pab.
Evitan da vezan arc’heskob, e touge bepred e zilhad-manac’h, gant eur gouriz-reun dindan, ha ne zebre kammed tamm kig ebed, ar pez ne vire ket outan d’ober gwellan ma c’halle d’ar re a veze ouz e dôl. E di a veze bepred digor d’an dud ezommek, hag e blijadur oa bezan o rei d’eze peadra da zibri, d’en em wiskan ha d’en em lojan.
E drugare en kenver ar bec’herien a rê d’ezan pedi ha yun evite beb an amzer.
An trubuilhou a gouezas warnezan a roas tu d’e zantelez da baran. Er blavez 1193, ar roue Philip-August, en e eiz vla warn-ugent, a gemeras evit pried eur brinsez seitek vla eus an Danmark, he hano Injelburj. De warlerc’h an eured, ar roue a deuas da gemer kement a gaz ouz e bried, ma n’oa ket evit he gouzan war e dro.