Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Mae
373
sant erwan

hon hini a zo bet kollet, siouaz ! Pebez koll evidomp !

Erwan a dremenas da c’houlou-de, d’ar zul war-lerc’h ar Yaou-Bask, 19 a viz mae 1303. E varo a lakas Breiz a-bez en kaonv. Pevar bla ha daou-ugent goude-ze, e oe laket war roll ar zent, d’an 19 a viz mae 1347, gant ar pab Klemant VI.

En iliz-veur Landreger, elec’h ma oe sebeliet, e virer c’hoaz e benn en de a hirie.

Unan eus brasan pardoniou Breiz eo an hini a ve lidet eno, en enor da zant Erwan, an 19 a viz mae. N’eus ket kaeroc’h prosesion eget an hini a ya, en de-ze, eus Landreger d’ar Minihi, ennan holl barouziou ar c’hanton hag eun niver a belerined, a-ziavez Breiz kouls hag eus ar Vro. Red eo klevet mouez ar bobl o kanan kantikou ha gwelet, en skeud ar bodennou lann alaouret, penn sakr ar zant o tremen, douget war diskoaz ar veleien, hag a lavarfed, kentoc’h, e ve douget war eur mor a gan hag a beden.

De ar pardon bihan, pardon ar relegou, savet gant ar pab, er bla 1347, ar penn santel a ra adarre tro an iliz-veur, ar gristenien ouz e heul gant goleier.

’Pad ar bla, dreist-oll epad miz mae, e tired pelerined da Landreger da bedi sant Erwan. Er Minihi, e veint gwelet ive oc’h ober, war o daoulin noaz, tro e chapel hag o tremen daoubleget dindan bolz e ve. Al labourer a lak e dokad ed ’barz an arc’h, hag a dastum eun toullad bili bihan diwar ar vered, unan evit pep-hini eus e barkou.

N’eus netra en kêr Landreger seurt gant iliz sant Erwan ; n’eus netra en iliz seurt gant e ve, abaoue m’eo bet adgrêt a neve-flamm. An ôtrou ’n eskob Boucher, « eskob sant Erwan, » a reas sevel anezan. En e gichen e kavas e gurunen, rak en Landreger e oe skoet gant ar maro, an 21 a viz mae 1888. Gant-se, gouel ar be neve ne oe gallet lidan anezan nemet pa oe bet hanvet da eskob an ôtrou Fallières. Ar gouel-ze a badas tri de, 7, 8 ha 9 a viz gwengolo 1890. Arc’heskob Roaôn, holl eskibien Breiz, an ôtrou ’n eskob Freppel, a deuas da bardonan da Landreger ; kêr a oe beuzet gant ar belerined.

Sant Erwan an eus bet a-viskoaz, evit e Vretoned, eur galon dener ; ar Vretoned o deus ive e garet a beb amzer ; e zantelez dreist-muzul hag e vadelez dispar o deus da viken goneet o c’halon.

Otrou sant Erwan, pedet evit ho Pretoned ; pedet evit ho Pro !