« Atô ’us d’it sellout ’ri », oa ger sant Erwan, ar pez a ziskoueze oa eun den ne denne ket eul lagad diwar ar gurunen en devoa da dizout, a zelle bepred da welet penôs o devoa grêt ar zent, en e rôk, hag a boanie d’ober dioute, gwellan m’halle. Evelse e tleomp ober ive bon unan.
Ar zent zo bet gwechall ar pez ma ’z omp hon unan breman, dinerz eveldomp, touellet eveldomp, pec’herien eveldomp. Hiniennou, en o zouez, a dosta muioc’h o bue ouz hon hini, pe dre m’o deus bevet en bon bro, pe dre m’o deus bevet en hon stad, pe dre m’o deus bet da stourm o-unan ouz an techou a ro lamm d’imp alïesan. Kemeromp ar zent-se da batroned, sellomp ouz ar skoueriou mat o deus lôsket war o lerc’h, ha pedomp aneze bemde, ma c’hellfomp, o vale war o roudou er bed-man, en em gaout gante en gloar ar bed-all.
’an eiz a viz gwengolo 1380 e teuas Bernardin er
bed, en Massa, en Toskan. E dad a oa unan eus
pennou-bras kêr.
D’an oad a dri bla, e kollas e vamm, ha d’an oad a seiz vla, e dad. Unan eus e voerebezed, Diana, a ’n em gargas anezan. E garet a rê evel he mab, ha rei a reas d’ezan eur gelennadurez eus ar gwellan ha, dreist-oll, e lakas en e galon eur garante vras evit ar Werc’hez hag evit ar beorien.
Eun devez, ar voereb n’he devoa nemet ar bara red evit ar pred ; eur paour a skoas war an nor hag ar wreg kez ne roas d’ezan netra. Ar bugel a welas hag a lavaras kerkent : « Oh ! en han’ Doue, roët eun dra bennak d’ar paour-ze ; anez-ze, n’hallin dibri netra epad an de ! »
Da unnek vla, Bernardin a yeas da chom da Zienn, da di daou eontr d’ezan, evit gallout heuilh skoliou bras ar gêr-ze. Dont a reas da vezan trec’h da vugale e oad dre e zeskadurez hag, ar pez a zo gwell, dre e furnez. Devot bras oa d’ar Werc’hez. Pa veze o vont da zaoulinan dirak