Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/376

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
20 Mae
sant bernardin a zienn

En despet d’ezan e oe hanvet vikel jeneral en e Urz, ha chom a reas er garg-ze epad pemp bla.

En kêr Akila, en Abruz, trec’het gant an derzien, e roas e ene da Zoue, de ar Yaou-Bask, epad ma kane e vreudeur ar c’homzou-man eus ar gousperou :

« Ma zad, grêt am eus anaout ho hano d’an dud ho peus digaset davedon ; breman e pedan evite, ha nan evit ar bed, rak mont a ran davedoc’h. »

E varo a arruas er pevare bla ha tri-ugent eus e vue (1444).

Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a reas d’ar pab Nikolas V e lakat en renk ar zent, c’houec’h vla hepken goude e varo (1450).

J. B. M.

————


KENTEL


Hano Jezuz


Hano Jezuz eo ar c’haeran hag an dudiusan eus an holl hanoiou.

« Bezan eo, eme sant Bernard, evel eun tamm mel er genou, evel eur c’han dudius er skouarn, ha lakat a ra ar galon da dridal gant ar joa.

» Ha c’houi zo tenval ho penn hag enkrezet ho kalon ? Sonjet en Jezuz ; digaset e hano war ho muzellou, ha raktal e vefet laouen adarre hag hoc’h enkrez a nijo pell diouzoc’h.

» Ha spontet oc’h o welet ho pec’hejou, ha dija prest da gouezan en dizesper ? Galvet Jezuz d’ho sikour, lavaret e hano, ha kerkent ar fizianz hag an esperanz a deuio endro, rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijen, magadurez ha louzou ; sklerijen eo evit ar spered, magadurez eo evit ar galon ha louzou evit parean klenvejou an ene. »

O ma Jezuz, o ma c’harante,
Bezet em c’halon ha bemnoz ha bemde !