Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/381

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Mae
381
sant krispino a viterb

Tremen a reas eun nebeut blaveziou c’hoaz en Orvieto, elec’h m’oa karet gant an holl.

Erfln, Doue hen galvas da vont da Rom elec’h ma tremenas, de war-lerc’h gouel sant Felix (1750).

Burzudou eleiz a c’hoarvezas epad ma oa e gorf war ar varv-skaon ; c’houec’h gwech e oe red e wiskan : e zilhad a yee a dammou gant an dud. E enterramant a oe kaer meurbed.

Pelec’h eman ar roue, a lavar d’imp unan eus skrivanierien e vue, pelec’h eman ar roue en deus bet, goude e varo, kement a enor hag ar paourkez manac’h-ze ?

————


KENTEL


Kempenn ôteriou ar Werc’hez


I. — En peb iliz parouz, e tle bezan eur skeuden eus Mamm-Doue, ha seul-vui e talc’her kempenn al lienachou, ar bleuniou hag ar golo war he zro, ha seul-vui eo anat eo krenv ar fe er barouz-ze.

II. — En pep tiegez e tle bezan ive eur skeuden eus Mamm Doue, bras pe vihan, ha diouz an enor a ve grêt d’ezi, e ve anat pegement eo karet ar Werc’hez en tiegez-ze.

III. — Eun dra vat eo kustumi ar vugale a vihanik, dreist-oll epad miz mae, da vont da gutuilh bleuniou da lakat war ôteriou an Itron-Varia :

Netra ne ra bleunian kalon eur vamm dener
Evel al lid a ra d’ezi he bugale.




Trede devez warn-ugent a viz Mae


Sant Donasian ha sant Rogasian
Bugale an Naoned, merzerien (***-288)



Ar vro gaer omp enni o chom, breman zo daou vil bla e vije grêt an Arvor anezi. He zud a heuilhe relijion an drouized, o beleien goz, pe hini ar Romaned, o mistri neve. Sklerijen ar fe ne baras war an Arvor nemet daou-c’hant hanter-kant vla bennak goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, ha Rogasian ha Donasian eo an daou arvoriad kentan zo hano aneze war rollou an Iliz.

Daou vreur oant, a ouen uhel, ginidik eus an Naoned. N’o devoa na tad na mamm, na den ebet ; kelennet oant bet war ar relijion gristen gant eun eskob o tremen dre ar vro. Donasian, ar yaouankan, a oa badezet hag a gatekize e vreur a-benn e vadeziant.