An daou vreur a dremenas an noz o pedi hag oc’h ober o c’himiadou an eil d’egile.
Rogasian, doaniet abalamour ne oa ket c’hoaz badezet, a c’houlennas ouz e vreur bihan rei d’ezan, da vihanan, pok ar peuc’h, ha Donasian, en eur beden c’houek, a c’houlennas ouz Doue rei d’e vreur henan, dre vadeziant ar gwad, an holl c’hrasou an ije bet dre vadeziant an dour.
An de war-lerc’h, karget a chadennou, e oent kaset adarre dirak ar gouarner :
— Hiviziken, emezan, e renkan bezan striz en ho kenver.
An daou vreur a respontas laouen :
— Ne gollfomp ket ar vue o rei anezi evit an hini en deus he roët d’imp, hag a ouezo he renti d’imp adarre er baradoz.
Dallet gant ar gounnar, ar gouarner a reas stagan an daou vugel kalonek war eur marc’h koat. Goude bruzunan o izili, ar bourreo a doullas d’eze o goug hag o dibennas.
Den, a lavar d’imp ar skridou koz, ne gemeras true ouz ar verzerien yaouank, ar pez a ziskouez ne oa c’hoaz kristen-all ebet nemete o teuler o zreid binniget war douar an Arvor.
Ar vadeziant eo dor Iliz Jezuz-Krist, dor ar vue dreist natur, dor ar zakramanchou.
Heb ar vadeziant, n’eus baradoz ebet da c’hedal, rak Jezuz-Krist en deus lavaret : « Nemet genel a rafe a neve an den eus an dour hag eus ar Spered-Santel, ne yelo ket da rouantelez Doue. »
N’eo ket red bezan konfirmet, na kommuniet, nag absolvet, na nouet, nag eureujet, na beleget evit mont d’ar baradoz, mes red eo bezan badezet. « Den ebet n’eo dispanset eus ar vadeziant », evel a lavar sant Ambroaz. Petra dleer da zonjal neuze eus ar baganed a zo c’hoaz, zoken en de a hirie, seiz gwech niverusoc’h evit ar gristenien ? Daoust hag holl e vefont daonet ?
Nan, a drugare Doue.
Badeziant ar gwad, pe badeziant ar c’hoant a zigoro dor ar baradoz d’an dudigou kez-ze n’hallont ket kaout badeziant an dour.
Badeziant ar gwad eo ar verzerenti.
Badeziant ar c’hoant eo ar volonte d’ober kement a zo red evit mont d’ar baradoz.
Meur a bagan ha meur a baganez a zo, ha n’o deus biskoaz klevet hano eus a Jezuz-Krist nag eus e Iliz, a vev gwellan m’hallont ouz ar sklerijen o deus, hag a gavo dor-zigor er baradoz, badezet ma vefont bet gant badeziant ar c’hoant. Doue ne zerr ket e rouantelez ouz an neb a ra ar pez a zo en e c’halloud evit mont ebarz.