Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/385

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 Mae
385
gouel an itron-varia

c’hardinal Chiaramonti, a oe laket war Gador sant Per, d’ar 14 a viz meurz 1800, hag a gemeras an hano a Bi VII.

Er memes amzer, eur jeneral yaouank, Napoleon Bonapart, a stlapas d’an traou gouarnamant Pariz hag a ’n em lakas en penn ar vro. Dustu e welas n’halle ket an treo padout da vont evel ma oant êt en dek vla divezan, hag e sinas eur c’honkordat gant ar pab (18 a viz ebrel 1802). Gwiriou Doue a oa anavezet adarre war douar Frans. Ar c’helou-ze a lakas kalon ar vro da dridal gant al levenez.

D’an 2 a viz kerdu 1804, Pi VII a deuas da Bariz evit kurunedigez an impalaer bras.

Nebeut blaveziou goude, Jerom, breur Napoleon, dimezet d’eun amerikanez, a c’hoantaas lakat ar pab da derri e briedelez. Heman n’halle ober netra. Evit en em venji, ar prins a yeas da Rom gant eun arme, ha d’ar 17 a viz mae 1809, oa embannet e oa laket leveou an Iliz da astenn rouantelez Frans.

Pi VII a dôlas an eskummunugen war ar re o devoa grêt gaou ouz e wiriou.

« N’eo ket an eskummunugen-ze, eme Napoleon, eo a lako an armou da gouezan eus adre daouarn ma zoudarded ! »

Pi VII a oe sammet d’ar 6 a viz gouere 1809 ha kaset da Zavon ; d’ar 27 a viz mae 1812, e oe kaset eus a Zavon da Fontainebleau.

Koulskoude, an impalaer lorc’hus, goude bezan bet mestr war an hanter eus an Europ, kouls lavaret, abaoue m’en devoa laket e graban war Vikêl Jezuz-Krist, ne gave mui nemet koll war goll.

D’an 10 a viz meurz 1814, e roas e liberte da Bi VII. D’an 11 a viz ebrel war-lerc’h, en Fontainebleau, er palez m’en devoa dalc’het ar pab prizonier, e roë an dilez eus e garg, hag ec’h ee, gant malloz holl mammou Frans war e gein, da enezen Santez-Helena, elec’h ma tlee mervel d’ar 6 a viz mae 1821, goloet a vez hag a zismegans.

Pi VII a ’n em gavas en Rom, d’ar 24 a viz mae 1814, abred awalc’h evit bezan er gêr da c’hallout rei digemer da vamm Napoleon, ha da veur a hini-all eus e dud ne gavent lojeiz en neb lec’h. En doare-ze eo en em venje ar pab eus an dismegans a oa bet grêt d’ezan, epad pemp bla, en Savon hag en Fontainebleau.

Divezatoc’h (1821), e kaso e vennoz da brizonier Santez-Helena, hag e-touez rouaned an Europ, ne vezo nemetan