Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/391

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Mae
391
sant philip neri

vugale hag an dud yaouank a c’hortoze anezan, hag e rê o dudi gant ar c’homzou fentus hag ar c’hoariou neve a zispake dirake.

« Ma bugale, a lavare d’eze alïes, bezet laouen ; eun dra hepken a c’houlennan ouzoc’h, m’en em virfet diouz ar pec’hed. »

Pa wele unan bennak tenval e benn, ec’h ee d’e gaout ha gant eur gomz pe ziou e lake al levenez da dizrei adarre en e galon.

Eun dijentil a c’houlenne outan, eun de, penôs e c’halle padout en kreiz ar c’han hag ar youc’h a veze gant e bôtred. Ar zant a respontas : « Gant ne bec’hfont ket, n’en em glemmin ket, na pa faoutfent skilhou war ma c’hein ! »

Da varlarje, e lake aneze da c’hoari peziou-teatr kentelius ha plijadurus, abalamour d’o fellât diouz an ebatou danjerus.

Bugale ha pôtred yaouank a oa deut hag a gare anezan evel eun tad, hag o dije aon d’ober displijadur d’ezan. Deut e oant da gemer gantan ar c’hiz vat da govez ha da gommunian alïes, da garet ha da viret ar c’hlanded ha da dec’hel diouz al leziregez.

Santelez Philip a oa ken bras mac’h anaveze an dud c’hlan diouz o c’houez vat hag an dud hudur diouz ar flêr a zante o tout dioute.

Anaout a rê an amzer da zont. Gwelet a oe, ouspen eur wech, en daou lec’h dishenvel ; pareet en deus eleiz a dud klanv, ha lakat a reas eun den, Pol Fabricius, da zevel eus a varo da veo. Sperejou an nenv hag ar Werc’hez Vari he-unan a ’n em ziskoueze d’ezan ; gwelet a reas eneou eleiz o pignal d’ar baradoz en kreiz eur sklerijen gaer.

Mervel a reas d’ar 25 a viz mae 1595, da genver gouel ar Zakramant, oajet a bevar-ugent vla.

Laket a oe war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, er bla 1622.

————


KENTEL


Ar beleg hag ar yaouankiz


« Ar veleien, eme Jezuz-Krist, en e brezegen war ar Mene, eo holen an douar. »

Eur skeuden gaer eo hounnez, impliet gant Hon Zalver evit sankan eur wirione vras en sperejou an dud.

An holen a vlaz, a vir hag a yac’ha an treo ; setu ive petra ra ar veleien. Blazan reont ar vue ; heb-e, ar poaniou a vije diêsoc’h da zougen ; breman ne c’houzanvomp ket nemeur a dra, heb-e, e c’houzanvjemp nebeutoc’h c’hoaz.