Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/394

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
27 Mae
sant jul

vue a bado da viken. Doue a vev a holl viskoaz hag a vevo da virviken. An neb hen anzavo en devo ar vue peurbadus ; an neb hen nac’ho a vezo kastizet epad an holl amzeriou.

— True am eus ouzit, selaou ac’hanon, eur wech c’hoaz ! Kinnig ezans, buhan, hag e vevi ganimp.

— Bevan ganac’h a vefe ar maro evidon ; mes ma varvan, e vevin.

Ar gouarner a embannas e varnedigez : « Jul, p’eo gwir n’eo ket bet falvezet gantan senti ouz hon frinsed, a vezo dibennet. »

Kaset a oe war dachen e verzerenti. En em gavet eno, e vriataas ar gristenien bodet endro d’ezan. Lakat a reas eul lienen endro d’e benn, kinnig a reas e c’houg en eur lavaret : « Otrou Jezuz, abalamour d’ac’h eo e c’houzanvan. Laket ma ene e-touez ho sent. »

Ar bourreo a dennas ar c’hleze ; Jul a oe dibennet d’ar 27 a viz mae.

————


KENTEL


Eun dra vihan hag a denn da vras !


Kinnig ezans, setu aze eur pez kaer !

Eur gomz, ken nebeut, n’eo ket kalz a dra da welet, ha koulskoude, petra zo galloudusoc’h da c’houzout ? Dre eur gomz fall e rêr poan da Zoue ; dre eur gomz hudur e rêr donjer d’ezan ; dre eur gomz karantezus e rêr e blijadur, ha dre eur gomz truezus e teneraer e galon.

Eur gomz rust, diouz an hini he lavar d’imp, a c’hall sankan en hon c’halon evel eur bir, hep ma c’hellche ken netra he chachan er-mêz goude-ze.

Eur gomz vat a c’hall lakat en hon c’halon eul levenez ken bras ma n’eus netra, na poan, nag anken, na gwall zarvoud ebet goest d’he lakat da nijal diwar hon zâl.

Eur gomz a zo eun dra vihan hag a denn da vras.

Kinnig ezans d’an idolou, da welet, n’eo ket eur pez kaer ken nebeut, mes da c’houzout, eo eur pec’hed skrijus ; rak an dra-ze a zo rei d’ar grouadurien eun enor ha n’eo dleet nemet da Zoue.

Ar verzerien ne droent ket kein da Jezuz-Krist, evit tec’hel arôk ar maro ; ha ni, daoust ha n’eomp ket a-wechou betek nac’h Doue hon badeziant, evit tec’hel arôk eur mousc’hoarz ?