r bempvet kantved, tud an hanter-noz, ar Zôzon hag an Angled, a zailhas war Vreiz-Veur. Dre an dir hag an tân e argasjont diouti an darn vrasan eus ar Vretoned hag e rejont anezi o bro. Bale a rent en tenvalijen ar gaou hag en skeud ar maro. Doue a deuas da gaout true oute hag a lakas da zevel ’us d’eze sklerijen gaer an Aviel.
Sant Gregor eo en devoa da gentan c’hoantaet prezek ar fe d’ar Zôzon. Eun devez ma tremene dre blasen-varc’had Rom, e kavas warnezi sklavourien yaouank ken wesk ma c’houlennas eus a belec’h e oant ha peseurt relijion o devoa.
Ar marc’hadour a respontas e oant Sôzon, eus enezen Breiz, hag e oant paganed.
« Pebez koll, eme C’hregor, e vefe tad an denvalijen perc’hen bugale keo koant, ha ne welfed, a-dreuz daoulagad ken seder, nemet eun ene sôtret gant ar pec’hed. »
Prenan reas ar sklavourien-ze, lakat a reas o zevel en manati Sant-Andre, ha gant ôtre Pelaj II, e kemeras penn an hent da vont da Vro-Zôz da brezek ar fe.
Mes ar Romaned ne oant tamm ebet en poan d’e welet o vont digante hag a reas d’ar pab e c’hervel da zont endro ; redek a rejod war e lerc’h ; tizet a oe ha digaset da Rom.
Pa bignas war Gador sant Per (590), n’ankouaas ket e Zôzon.
Kemenn a reas da zaou-ugent beleg eus manati Sant-Andre, gant sant Augustin en o fenn, mont da Vro-Zôz. Treuzi a rejont Bro-C’hall ; c’hoantât a rejont dizrei war o c’hiz, ken estlammus oa ar c’heleier a glevent diwar-benn ar Zôzon. Gregor Meur a gasas d’e vibien a oa o vont da Vro-Zôz eul lizer evit o c’halonekât.
Douaran rejont en Aber an Tamis, en enezen Thanet, en rouantelez Kent.
Roue ar vro, ar pagan Ethelbert, hag ar rouanez kristen Bertha a reas d’eze eun digemer laouen. En em lakat