Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/397

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Mae
397
sant augustin a gantorbery


————


KENTEL


Dizro Sôzon ha Bretoned Breiz-Veur


Iliz Rom eo kalonen ar bed kristen. Sant Augustin hag e venec’h a stagas outi iliz Bro-Zôz (604).

Ar roue Herri VIII, war digare ma ne dorre ket ar pab Klemant VII ar briedelez a oa etre Katel Aragon hag hen, a zistagas iliz Bro-Zôz diouz iliz Rom (1534).

E vugale, Edouard hag Elisabeth, eus schismatiked m’oa deut ar Zôzon da vezan en amzer o zad, a reas protestanted aneze.

Ar gatoliked a oe diframmet digante o danve hag o gwiriou ; o beleien, o menec’h hag o leanezed a oe merzeriet pe harluet. Ar gaou, gant e vantel euzus, a c’holoas a nebeudou Breiz-Veur a-bez.

Adalek ar bla 1778, an nebeudik katoliked a oa c’hoaz enni, kuzet hini aman, hini a-hont, a welas erfin o tont d’eze, a hiniennou, ar gwiriou nac’het outo 250 vla a oa.

Da zispac’h 1793, eiz mil beleg eus hon bro, an ôtrou de La Marche, [1] eskob Kastel-Pol, unan eus ar re vrudetan aneze, a gavas digemer en Bro-Zôz hag a lakas, dre o reuziou hag o vertuziou, kalon ar brotestanted da denerât ouz ar gatoliked.

Er bla 1850, Pi IX a c’hallas sevel a-neve eskoptiou Breiz-Veur, êt d’an traou tri-c’hant vla oa. Er bla 1901, kannad Leon XIII a gase e c’hourc’hemennou da Edouard VII, ha prest goude, roue Bro-Zôz, evit ar wech kentan abaoue pevar-c’hant vla, a lake e dreid war dreujou ar Vatikan.

10.000 konversion a zigoue breman, bep bla, en Breiz-Veur ; n’eus ket eur familh ken ha ne vije ket enni eur c’hatolik bennak ; arôk kant vla aman, pobl Breiz-Veur, dizroët war hent ar wirione, ar furnez hag ar peuc’h, en devo kavet Fe koz e dadou.

Pedomp alïes evit dizro ar Zôzon, ha dreist-oll, evit hini hon breudeur Bretoned a Vro-Geumru hag a Vro-Gerne.

Ar pab en Rom en deus mall d’o gwelet adarre

. . .o vevan sioulik
War barlen hon mamm zantel, an Iliz katolik.
« Red eo gervel, emezan, an denved dianket ;
» Eur pastor a dle bezan hag eur rummad denved. »

  1. Tec’hel en devoa renket eus e eskopti, arôk an dispac’herien, d’an de kentan a viz meurz 1791. Mervel a reas en Londrez, d’ar 25 a viz du 1806. E relegou a oe digaset da Gastel-Pol er blavez 1868.
    Eskob Landreger a renkas tec’hel eveltan.