Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/399

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Mae
399
hor zalver jezuz-krist o pignal en nenv


Navet devez warn-ugent a viz Mae


Hon Zalver Jezuz-Krist o pignal en Nenv


Pa zonjan en nenvo
Hag etrezek ma bro,
Nijal di a garfen
Evel eur goulmig wenn.



Daou-ugent devez goude ma oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a gimiadas diouz e ziskibien, a vinnigas aneze hag a bignas en nenv.

Petra eo an nenv ?

Epad m’eo bet war an douar, Mab Doue n’en deus ket paouezet, kouls lavaret, da gomz d’imp eus bue ar bed-all, ar vue a bado da viken. Laket en deus anezi kenver ouz kenver gant bue ar bed-man ha diskouezet en deus e oa pell arôk houman.

Bue ar bed-all, emezan, a zo henvel ouz eur berlezen bresius a laker an holl denzoriou-all en gwerz evit he frenan. Lavaret en deus n’e ket mat d’imp kaout aon rak ar re a laz ar c’horf ha n’hallont ober netra d’an ene ; lavaret en deus e tleer ’n em ziskouez dizamant en kenver ar c’horf, ma lak an ene da goll e vue ; lavaret en deus e pigne etrezek e Dad evit pourchas d’imp hon flasou ; lavaret en deus ’n em raje e-unan servijer e zent, evel ar mestr, hag eur wech deut d’ar gêr, a ra da dud e di azezan hag a ’n em lak e-unan d’o zerviji. Eur gomz-all nerzusoc’h c’hoaz a lavaras de ar Yaou-Gamblid, diouz an noz : « Ma Zad, me fell d’in e vefent ganin el lec’h mac’h on. » Ar gomz-ze a lavar ez eus eun nenv, ha diskouez a c’haller drezi petra eo.

Bezan gant unan bennak, na pebez komz dudius, nag ês gouzout petra c’hoantaer lavaret drezi !

Bezan gant unan bennak a zo bevan er memes ti gant eun all, mes an dra-ze a zo, dreist-oll, kaout ar memes doare da welet, rannan al levenez, rannan an anken, lakat daou ene d’ober unan.

Setu petra eo bezan gant unan bennak. Tud a zo, hag eleiz siouaz, hag a vev kichen ha kichen ha n’emaent ket, daoust da ze, an eil gant egile.