Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/400

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
29 Mae
hor zalver jezuz-krist o pignal en nenv

Ar pez a c’houlenn Jezuz-Krist, ar pez a fell d’ezan eo e vefemp gantan el lec’h m’eman. Epad hon bue war an douar-man, hon lezen eo chom gantan evit en em zantelât, gantan mestr, gantan skouer, gantan eienen pep sklerijen ha pep nerz. Ar pez a zo hon lezen er bed-man a vezo hon lezen er bed-all ; bezan er bed-all a zo bezan gant Jezuz-Krist dizroet daved e Dad hag hon Zad, daved e Zoue hag hon Doue.

Bezan en nenv, a zo bezan gant Jezuz-Krist, e welet, e anaout, e glevet, e gompren ; mont eus an denvalijen a zo dastumet, gant ugent kantved, etre hen ha ni, ha n’omp ket bet gouest da zispenn, kaer hon deus bet studian ; ’n em gaout dirak Jezuz-Krist evel unan eus tud e amzer ; komz outan evel ma rê ar re a gare anezan ar muian hag a oa karet ar muian gantan, Mari, e vamm, sant Yan, santez Mari-Madalen. Ha c’hoaz an dud-ze, mignoned muian-karet Mab Doue, n’o deus ket anavezet Jezuz-Krist, war an douar, evel ma refomp-ni er bed-all.

Gwelet a refomp e c’hened evel den, hen ar c’haeran eus bugale an dud, evel a lavar d’imp an Iliz.

Gwelet a refomp e vue, adalek kraou Bethleem betek Mene-Kalvar ; selaou a refomp pep-hini eus e gomzou ; gwelet a refomp pep-hini eus e oberou ; gwelet a refomp an digemer a rê d’an dud a deue d’e gaout, e vadelez evit ar re vihan hag ar re baour, e drugare evit ar glanvourien hag ar bec’herien ; gwelet a refomp pegen bras ha pegen yen oa dirak an dud fall, an dud chouchet, an dud klouar n’int na tomm na yen, na mat na fall.

Mont a refomp betek goueled e ene ; gwelet a refomp pegen bras oa e zoujanz en kenver e Dad, pegen bras e c’hoant da zenti outan bepred ha daoust da bep tra, betek ar maro war ar groaz ; pegen bras e garante en kenver an dud.

Ha goude bezan e welet evel den, e welfomp anezan evel den-Doue, ken den ha ni, ha dennoc’h, ken Doue hag an Tad hag ar Spered-Glan ; gouzout a refomp gwelloc’h petra eo eun Doue ’n em c’hrêt den, ha pegement a enor a deu da gorf ar C’hrist, dre m’eo unanet gant natur Doue.

Eur wech m’hon devo anavezet an den m’eo Jezuz-Krist, Jezuz-Krist hon c’hemero hag hon c’haso gantan en kerc’hen Doue e-unan : « Ma Zad, me fell d’in e vefent el lec’h mac’h on. »

Ha pelec’h eman ar Mab, ma n’eo ket en kreiz an Drinded eo ?