Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Isidor


Tregontvet devez a viz Mae


SANT ISIDOR
Patron al labourerien-douar (***-1170)



Isidor a c’hanas en Madrid, en blaveziou kentan an daouzekvet kantved. E gerent a oa en dienez eus madou an douar, mes ne oant ket paour a bep hent : santelez a oa en o ene, ha rannan rejont anezi gant o mab.

Isidor a deuas abred da gasaat ar pec’hed ha da garet ar vertuz. E dud, elec’h e gas d’ar skol, her c’hasas da zerviji da di Yan Vergas, eun dijentil pinvidik eus a Vadrid. Heman a roas d’ezan mêreri Karamancha da labourat :

Eno, pell diouz an trouz
Hag holl safar ar bed,
Ar mêziou her c’helenne kenkoulz
Hag ar gouiziekan doktored.

Ne groge devez ebet en e labour, hep bezan bet, arôk, o c’houlenn bennoz an Otrou Doue ha hini ar Werc’hez Vari, en ilizou Madrid. Bemde e kleve an oferen, ha goude-ze, evit ’n em zigoll, e laboure kaeroc’h, hag a-benn an noz en dije grêt gwelloc’h labour ha muioc’h eget e amezeien. Ar re-man, droug enne, a glaskas sevel dindan Isidor, hag a damallas anezan dirak e vestr : « Ar gopraër-ze, emeze, elec’h labourat ho touarou, a zo aze bemde o sevel arôk an de hag o vont da droïeta dre gêr, war digare ober e bedennou, hag e ve goude-ze hanter an devez arôk ma ve dizro, ha ne ra neuze nemet dismantr al labour. N’eo ket dre m’hon deus droug outan e teuomp da gomz anezan evel ma reomp, mes ne garfemp ket e vefe grêt gaou ouzoc’h, hep lavaret d’ac’h. Breman e refet evel a gerfet. »