Ar maro kaer-ze a c’hoarvezas da hanter mae 1170.
Ar c’horf a oe sebeliet en bered Sant-Andre ; eno e chomas eun daou-ugent vla bennak. Neuze, war eur gemennadurez roët gantan e-unan, e oe savet e gorf eus e ve ; fresk-beo oa c’hoaz ; douget a oe d’an iliz elec’h m’hen enorer abaoue.
En miz du 1619, roue ar Spagn, Philip III, a oa gwall glanv en Kasarubia ; digaset a oe korf al labourer santel davetan eus Madrid, hag ar gwel anezan hen pareas en eun tôl krenn. Tri bla goude, d’an 22 a viz meurz 1622, Isidor a oe laket war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, asamblez gant sant Ignas, sant Fransez Xavier, santez Thereza ha sant Philip Neri.
An den zo krouet evit al labour ; ennan eo e kav e blijadur, hag ar bara c’houekan a zebr eo an hini a zo ar muian e c’houezen ennan.
Al labourer-douar a zo pep tra o komz d’ezan eus a Zoue, gened an trevajou, kan al lapoused, hiboud an dour, finv ar mor, mouez an avel, lufr ar stered ; an treo-ze holl a lavar d’ezan, pep-hini en e yez, anaout ha karet an Holl-C’halloudeg.
Al labourer-douar a labour war hanter gant an Otrou Doue : hen a dorr an douar. Doue a ro an had ; hen a had, Doue a ro an heol hag ar gliz. Evelse, an eil o welet labour egile, e teuont d’en em anaout ha d’en em garet muioc’h-mui, hag ar goumoulen a vir oute d’en em welet tâl ouz tâl, a danaoa kement ma venn kouezan.
Micher al labourer-douar, na kaerat micher, yac’husan hini ’zo vit ar c’horf, yac’husan hini ’zo vit an ene !
njela a c’hanas, d’an 21 a viz meurz 1474, en bourkig Desenzano, seiz leo diouz kêr Bresia, en eskopti Veron. He zad hag he mamm a oa kristenien eus ar gwellan, ha Doue a vennigas o dimezi, en eur rei d’eze pemp krouadur, tri mab ha diou verc’h.
Bemde, diouz an abarde, an tad a lenne Bue ar Zent d’e vugale. Anjela a selaoue gant evez, hag eviti da vezan yaouankik, e kemeras skouer dioute.