Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Genver
41
sant hyjin


————


KENTEL


Ar c’hatakombou


Hon Zalver Jezuz-Krist a lavare d’e ziskibien e vijent gwallaset abalamour d’ezan. Ar gomz-ze a zo deut da vezan gwir pen-a-ben ; an Iliz, a-boan ma oa krouet, ma klasked he diskar. Kentan prezegen a reas an Ebestel a oe awalc’h evit o stlejan dirak lez-varn Jeruzalem, ha panevert ma savas eno Gamaliel d’o difenn, e oa grêt gante.

En Rom, an Iliz, epad tri-c’hant vla, kouls lavaret, a renkas bevan dindan an douar. Dek impalaer [1] an eil war lerc’h egile, a glaskas flastran he fenn outi. Herve eul lezen, an dud, gant ’n em glevet, a c’halle kaout berejou etreze. Ar gristenien, pa ne oant ket evit kaout ilizou, a dennas talvoudegez, gwellan ma c’halljont, eus al lezen-ze, hag en em vodas endro d’o beleien, en o berejou.

Hepdale, ar c’hlask grêt warneze a deuas da vezan ken gwaz ma oe red digeri, dindan ar berejou kentan, re-all c’hoaz dizanjeroc’h. Kêr Rom a zo diazezet war gwiskadou mein-tuf bouk hag êz da zispenn. Ar gristenien a ziskennas en douar, hag a zigoras henchou en tuf-ze.

Tri-c’hant leo a hed o deus, pa vezont laket penn ouz penn. Striz int peurliesan ; beb an amzer, koulskoude, int ledanoc’h. Ober a reont neuze kampchou a deu an êr enne dre bunsou zo kuzet o fenn d’an nec’h, en eun harz bennak.

Ar gêr-ze dindan douar a veze hanvet, ar c’hatakombou.

Eno e veze prezeget, oferennet ha roët ar zakramanchou ; eno en em denned pa zave skrab ; di e veze digaset korfou gwadek ar verzerien ; eno e vezent sebeliet, a renkennadou, en tuf ar mogeriou. ha stanket e veze warneze gant eun dôlen varbr merket warnezi hano an hini maro, ar geriou requiescat in pace, pe in pace hebken, furm eur goulm, eur bod palmez, pe eur pesk. Ar pesk a oa skeuden Jezuz-Krist evit ar gristenien gentan, abalamour ma kaved er ger-ze, p’hen skriver en gregach, IXTVS, lizerennou kentan ar geriou-man : « Jezuz-Krist, Mab Doue, Salver ». Eno eo e veze kemeret kalon a-benn ar stourmajou da zont.

En katakombou an amzer goz, hon deus ezom da ziskenn ive hon unan, d’hon zro, a gorf pe a spered, evit gwelet pegement a garante a c’hall diwan en kalon an den evit an Otrou Doue, ha pegen dister eo ar boan a gemeromp evit miret ha kreski hon relijion, en kichen an hini a renkas gouzanv ar gristenien gentan, arôk kaout ar gwir da lakat Iliz ar C’hrist da zispakan he gened, dindan lagad skedus heol binniget an Otrou Doue.

  1. Ar brezel digoret gant ar baganed eneb an Iliz a badas adalek ar bla 64, betek ar bla 313. Mont a reas bete ar gwad, epad nao bla ha c’houc’h-ugent : 6 vla epad ar c’hantved kentan ; 86 vla epad an eil ; 24 bla epad an trede, ha 13 vla epad ar pevare.
    Setu aman hanoiou an impalaered a ziskouezas ar muian a grizder eneb ar gristenien :
    Neron, 64-68 ; Domisian, 95-96 ; Trajan, 98-117 ; Mark-Aurel, 161-180 ; Septim Sever, 193-211 ; Maximin, 235-238 ; Des, 249-251 ; Valerian, 253-260 ; Aurelian, 270-275 ; Dioklesian, 284-323. An impalaer bras Konstantin a zigasas ar peuc’h (313).