Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/412

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
2 Mezeven
sant pothin, santez blandina


Eilvet devez a Vezeven


Sant Pothin, Santez Blandina
hag ho c’hompagnunez
Merzerien (177)



Eul lizer kaer, skrivet gant kristenien Vienn ha Lyon, en Bro-C’hall, d’o breudeur eus an Asi hag eus ar Phriji, a ro d’imp da anaout e oa diazezet mat an Iliz en Lyon, kerkent hag ar bla 177 goude donedigez Hon Zalver.

Eur brezel skrijus a zirollas neuze warnezi ; gwad ar verzerien a ruilhas ; ar prizoniou a oe karget a gristenien, en o zouez, an eskob sant Pothin. Dek vla ha pevar-ugent en devoa ; red e oe e zougen betek al lez-varn. Pennou-bras kêr hag ar bobl a valee war e lerc’h hag a huche warnezan.

— Pehini eo Doue ar gristenien ? a c’houlennas outan kannad an impalaer.

— Hen anaout a refet, eme an eskob santel, mar karet klask an tu d’hen ober !

Stlejet a oe eus al lez-varn a dôliou dorn hag a dôliou treid ; ar re a oa re bell a gemere mein da skei gantan ; erfin e oe stlapet er prizon ; eun tammik bue a chôme c’hoaz ennan, mes daou zevez goude e tremenas.

En em drei a rejont neuze ouz ar gristenien-all, a oe rannet en meur a strollad ha lazet en doareou dishenvel. Pevar aneze a zo deut o hanoiou betek ennomp : Maturus, Sanctus, Blandina hag Attal. Kondaonet a oent da vezan debret gant al loened goue.

Pa oent kaset d’an amphiteatr, Maturus ha Sanctus a oe distaget al loened warneze da gentan ; dispennet a oe o c’horfou d’eze ; goude-ze e oe grêt d’eze azezan war gadoriou ru-tân-glaou, hag erfin e oe troc’het d’eze o goug.

En keit-se, Blandina a oa staget en kreiz leuren an amphiteatr, ouz eur peul ; ar gristenien a gave d’eze gwelet, nan o c’hoar, mes Jezuz-Krist stag ouz ar groaz. Loen ebet ne grogas enni ; distaget a oe diouz ar peul ha kaset d’ar prizon.