Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/414

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
3 Mezeven
santez klotild


Trede devez a Vezeven


SANTEZ KLOTILD
Rouanez Frans (***-553)



Klotild, merc’h da Jilperik, roue ar Bourgogn, a oe lazet he zud gant he eontr Gondebaud, ha dimezet yaouank da Glovis, roue ar Franked (493).

Heman a oa pagan.

Ar bugel kentan o devoe, Ingomer, war goulenn Klotild, a oe badezet ; ne vevas nemet eiz de : « Kounnar ma Doue, eme Glovis, eo en deus e skoet ; ma ne vije ket bet laket merk ar gristenien warnezan, e vije bet c’hoaz en bue. »

Klotild a vinnigas an Otrou Doue da vezan kemeret evitan he c’hrouadur kentan.

Pa c’hanas he eil bugel, e falvezas e vije badezet evel e vreur, hag e hanvas anezan Klodomir. Mes evel ar c’hentan, e kouezas klanv. Klovis a oa fuloret, mes Klotild, dre he fedennou birvidik, a lakas ar vue da zizrei en he mabig bihan.

Koulskoude, he fried ne droe ket kein d’e fals-kredennou evit heuilh relijion Jezuz-Krist.

Eun devez, koulskoude, ma oa o stourm ouz an Alamaned, o welet e oa koll e zoudarded, e pedas e zoueou, mes kaer en devoe o gervel, e choment bouzar ; neuze e teuas komzou e bried en e spered hag e reas ar beden-man « Doue Klotild, ro d’in ar viktor hag en em roïn d’it ! »

Kerkent e teuas d’e zoudarded eun nerz neve ; sailhat rejont war o enebourien, hag en berr amzer e trec’hjont warneze.

Klotild a deuas laouen da Reims da benn hent d’he gwaz, hag o vezan klevet gantan penôs en devoa bet an trec’h war e enebourien, e c’halvas an eskob sant Remi. Heman a gentelias ar roue, a vadezas hag a zakras anezan en iliz an Itron-Varia, en Reims, gant goueliou Nedeleg 496. Ouspen tri mil den, hep kontan ar merc’hed hag ar vugale, a oe badezet d’e heul. Rouantelez Frans a oa deut da vezan eur rouantelez kristen.

Goude maro he fried, Klotild a yeas da chom da Dour, hag eno, en harz be sant Martin, e tremenas ar rest eus he bue, o pedi hag oc’h ober vad endro d’ezi muian m’halle. Da varo he mab Klodomir, e kemeras e vugale da