Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/417

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Mezeven
417
sant fransez karaksiolo

kouez d’ar pab o labour ha da c’houlenn digantan e vennoz. Sixt V a oa neve savet c’hoaz war Gador sant Per. Digemer vat a reas d’an daou zen santel lha kaout a reas mat o reolen hag ar pez a c’hoantaent.

Distrei a reont da Napl, d’en em stagan d’al labour, ha kaout a reont eun nebeut tud yaouank bodet endro da Fabrisiano. D’an 9 a viz ebrel 1589, e rejont holl o veuiou, hag Adorno a oe laket da zuperior. Diwar an de-ze, Karaksiolo a gemeras an hano a Fransez, abalamour d’an devosion en devoa evit sant Fransez Asiz.

Adorno a varvas daou vla goude, ha Fransez a oe laket da zuperior war e lerc’h. War c’hoant ar pab, ec’h eas d’ar Spagn gant eun nebeut menec’h. Ar roue o digemeras mat, hag a roas d’eze eun ti. An dud a lez, pa glevjont petra oa c’hoarvezet, a reas d’ar roue dizrei war e lavar ha gourc’hemenn d’ar venec’h-ze kuitât ar vro a-benn dek devez.

Dilezet gant an dud, Fransez a droas ouz an Otrou Doue. Selaouet a oe, hag ar roue, elec’h e deuler er-mêz eus ar vro, a roas d’ezan urz da chom.

Grêt e labour gantan er Spagn, Fransez a zistroas d’an Itali, hag e kendalc’has da vezan evit e venec’h eur skouer a bep seurt vertuziou. E holl amzer, en de, a dremene er beden, hag alïes, zoken, an darn vrasan eus an noz ; e gorf a gastize dre ar yun hag ar binijen. Er bla 1607, war e c’houlenn, e oe laket eur superior-all en e blas. Diwar neuze, e vevas en eun toull dindan ar vins. Eno, meur a wech, kannaded ar pab a deuas da ginnig d’ezan ar garg a eskob.

« Nan, nan, emezan, en toull-man eo e fell d’in ober ma zilvidigez. »

Mervel a reas d’an 4 a vezeven 1608. N’en devoa c’hoaz nemet pevar bla ha daou-ugent. E gorf a oe kaset da Napl, hag ar burzudou a c’hoarvezas war e ve a lakas ar pab Pi VII d’hen merkan war roll ar zent, er bla 1807.

————


KENTEL


Pegen diboell eo an den !


An den a zo krouet evit sovetât e ene.

Diboell [1] eo eta ha foll an neb a red war-lerc’h danve hag a deûz, hag a lak enne e fizianz.

Diboell eo an neb a glask enoriou hag a ’n em skuiz evit kaout brud.

  1. Jezuz-Krist skouer ar Gristenien ; Levr I, kentan pennad.