Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/418

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
4 Mezeven
sant fransez karaksiolo

Diboell eo an neb a glask an tu da vevan pell, hep klask an tu da vevan gwell.

Diboell eo an neb a zo e holl breder gant an treo a vreman, a voenv en eun hunvre, ha ne ra netra da dizout an eürusted a bado da viken.

Laket alïes en ho spered ar gomz fur-man : « Lagad an den ne skuiz ket o welet, nag e skouarn o selaou, » ha labouret da zistagan ho kalon diouz an treo a welet, evit he stagan ouz an treo ne welet ket. Rak ar re a heuilh an hent a zigor d’eze o skianchou [1] a zôtr o ene hag a goll gras Doue.




Pempvet devez a Vezeven


SANT BONIFAS
Abostol an Alamagn (680-750)



Bonifas, Winfrid dre e hano kentan, a deuas er bed en Kirton, en Bro-Zôz, er bla 680.

Da c’houec’h vla ha tregont, e kuitaas manati Exeter, elec’h m’oa bet savet ha beleget, hag ec’h eas etrezek ar Jermani da skuilh sklerijen ar fe en bro goz e dadou.

Douaran a reas er Friz ; mes abalamour d’ar brezel a oa digor neuze etre Radbod, duk ar Friz, ha Charlez-Martel, roue Frans, n’hallas ober netra hag e tizroas d’ar gêr.

Daou vla goude (718), ec’h eas da Rom. Eno e welas ar pab Gregor II, a roas d’ezan pep galloud evit prezek an Aviel da baganed ar Jermani.

Pignal a reas eta adarre betek ar Friz, hag epad tri bla e labouras eno, a-unan gant sant Willibrod, da gas dre ar vro anaoudegez ha karante Jezuz-Krist.

Er bla 722, o welet e c’hoantaed e henvel da eskob, e tec’has hag ec’h eas da welet an Thurinj hag ar Hes. E gomzou a zougas frouez, ha milierou paganed a oe badezet. Er blavez war-lerc’h, ec’h eas da Rom da rei kelo d’ar pab eus ar pez en devoa grêt. Gregor II, laouen o klevet gantan pegement a eneou en devoa gonezed da Jezuz-Krist, hen sakras eskob, goude bezan roët d’ezan an hano kaer a Vonifas. An eskob neve, goude bezan grêt le da zenti bepred ouz ar pab ha da brezek ar gwir fe epad e vue, a zizroas d’ar Jermani.

  1. Skianchou. facultés, en galleg.