Eno, n’eo ket nec’hamanchou a vankas d’ezan. Daniel Winchester, e eskob koz, a roas d’ezan kenteliou eus ar re wellan war an doare da gelenn ar baganed ; manatiou Bro-Zôz a zigasas d’ezan e ziankachou, dilhad-oferennan, kleier ha levriou ; menec’h ha leanezed a yeas ive da rei dorn d’ezan, hag e reas kement a vad, ma kreskas, en nebeut blaveziou, niver ar gristenien eus a ouspen kant mil.
En Geismar, Bonifas a ziskaras, dirak eleiz a baganed, unan eus ar c’haeran dervennou sakr o devoa er vro ; eun tôl avel a deuas hag he diskaras, d’an tôliou bouc’hal kentan oe skoet warnezi ; en eur gouezan, e faoutas en pevar damm ; gant ar c’hoat-ze e oe savet eun iliz en enor da zant Per.
Er bla 738, Bonifas a yeas da Rom, evit an trede gwech ; ar pab a reas anezan e vikel, gant galloud d’ezan war ar Jermani a-bez. Er bla 746, e oe laket da arc’heskob en Mayanz. Rei a reas an dilez eus e garg evit mont d’ar Friz adarre da brezek d’ar baganed. Eno, pa oa o wiskan e zilhad-oferennan, e oe lazet, gant daou ha hanter-kant eus e dud. E gorf a oe digaset da zebelian da Fulda, kêr galonen an Alamagn katolik (755).
Manac’h, eskob, abostol, vikel ar pab ha merzer, Bonifas a zo unan eus an dud hag a virit ar muian ec’h afe ar vrud aneze eus an eil bro d’eben hag eus an eil kantved d’egile.
Kaeran skouer da gemer diwarnan eo e garante evit ar pab ; ne ra netra vras ebet en e vue hep goulenn e ali, ha bepred e tigemere e genteliou hag e urziou gant doujanz ha sentidigez.
Prezek a zo komz d’an dud en hano Doue.
Lenn a reomp er Skritur Zantel : « An neb piou bennak en devo galvet an Otrou Doue a vezo salvet ! »
Mes penôs e c’halvo an dud anezan, ma ne gredont ket ennan ?
Ha penôs e kredfont ennan ma ne glevont ket hano anezan ?
Ha penôs e klevfont hano anezan, ma ne brezeger ket d’eze ?
Prezek eo eta kentan labour ha strisan dever en deus ar beleg da ober en eur barouz ; hag ar barousianiz o deus gwir da glevet gantan, en o yez, kement a zell ouz o zilvidigez.
« Anaout a c’haller mat ar relijion, ha daoust da ze, kaout eur spered sôtret hag eur vue diroll. Re alïes, siouaz, e ve tro da welet eo re wir an dra-ze. Mes anzao a reomp ive n’hall ket eun den kaout bolonte eun ha bue vat, mar deo dianaoudek a-grenn eus gwirioneziou ar relijion.