Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
422
7 Mezeven
hostiou santel faverney


Seizvet devez a Vezeven


Hostiou santel Faverney [1]


Hostiou santel Faverney
Hostiou santel Faverney


Ar brotestanted a glaske diskar ar greden ’barz prezanz Jezuz-Krist en sakramnant an ôter. Evit enebi oute, menec’h sant Beneat Faverney o devoa digaset ar c’hiz d’ober bep bla, gant goueliou ar Pantekost, daou-ugent heur adorasion en o abati, hag an induljansou kaer en devoa roët Klemant VIII d’ar re a veze enne, a rê d’ar bardonerien diredek niverus.

D’ar 24 a viz mae 1608, derc’hent gouel ar Pantekost, ar Zakramant, meulet ra vezo, a oe expozet, evel bep bla, en iliz an abati.

Ar venec’h o devoa laket, d’ober ar repozouer, an treo kaeran o devoa kavet en tïe ar bourk ; harpet oa gante ouz ar c’hrilh a zispartie ar c’heur diouz bali greiz an iliz ; laket o devoa warnezan eun ostansouer bihan, gant diou hosti konsakret ebarz, evit ma vije gwelet skeuden Jezuz-Krist diouz an daou du d’an ostansouer.

An noz etre ar zadorn hag ar zul hag ar zul pen-da-ben a dremenas brao bras ; an iliz a oa leun gant an dud o pardonan. Da zek heur noz, e oa c’hoaz adoratourien ; da unnek heur, o vezan ne oa den ebet ken, ar zakrist, an tad Garnier, brevet gant ar skuizder, a yeas d’ober eur gourvez, goude bezan alumet goulou ha daou gleuzeur leun a eol dirak ar Zakramant meulet ra vezo.

Eur strink tan, da gredi eo, a gouezas neuze war ar mezer tano a c’holoë an ôter hag a lakas an tân-gwall er repozouer.

Da ziv heur hanter, pa deuas an tad Garnier d’an iliz, e oe strafuilhet holl o welet ar moged a oa enni. Gervel a reas d’ar red e genvreudeur hag an amezeien dostan. P’en em gavjont, o brasan mall a oe klask an ostansouer hag an hostiou santel a oa ennan. Gant ar moged hag an tân n’o gweljont ket dustu ; eur pôtrig trizek vla eo o gwelas

  1. Ar gouel-man a ve grêt bep bla da Lun ar Pantekost. — Faverney zo eur barouz eus eskopti Bezanson.