Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/423

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Mezeven
423
hostiou santel faverney

da gentan. An tad Garnier a oa o vont da gregi enne, pa lavaras unan eus e genvreudeur d’ezan : « Ne welet ket eta ez eus aze eur mirakl ? » Hag en gwirione, an ostansouer a chome en êr hep bezan stok na stag ouz netra, el lec’h m’oa bet expozet en de ’rôk.

Raktal an holl a gouezas d’an daoulin en eur youc’hal : « Mirakl ! Mirakl ! » Ar vrud eus ar burzud-ze a redas evel eul luc’heden ; diredek a rejod a bep tu da welet an neventi. Da der heur goude kreiste e oa en em gavet en Faverney c’houec’h-ugent den eus Vesoul, grêt peder leo hanter gante.

Seul-vui e seller ouz an ostansouer, ha seul-vui eo anat ar mirakl ; evit hen diskouez d’an dud, eur manac’h eus a Urz sant Fransez a lak da dremen, gwech eul lienen, gwech eur vaz, gwech eul levr-oferen etre an ostansouer hag ar c’hrilh a oa a dostan d’ezan : re skler eo, n’eus nemet dorn Doue ouz e zerc’hel en e zav. D’ar meurz 27 a viz mae, dek mil den o deus gallet tremen dre an iliz ha gwelet ar burzud. Evit digemer an ostansouer, pa vije plijet gant Doue achui ar mirakl, ar venec’h o devoa savet eun dôl gant eul levr oferen, eur c’horporal warnezan.

War-dro dek heur, pa oa person Menoux o lavaret an oferen ouz an ôter vras, unan eus ar golo a oa o têvi en kichen an ostansouer a varvas ter gwech dustu, goude bezan alumet gant eul labourer eus Faverney.

Goude gorreou kentan an oferen, e oe gwelet an ostansouer o tiskenn goustadik hag o ’n em lakat, ken kempennik ha tra, war al lienen dispaket evitan, troet warzu ar bobl.

An dud o welet ar burzud neve-ze, a ouelas gant ar joa hag a youc’has : Trugare ! Trugare ! Mirakl ! Mirakl !

Ter heur ha tregont oa bet an ostansouer dibrad diouz an douar, hep netra holl dindannan.

Arc’heskob Bezanson a lakas ober eun enklask, ha goude bezan anavezet dre destou enorus e oa re wir ar pez a oa êt ar vrud anezan betek ennan, ec’h embannas eul lizer a oe lennet, da zul divezan miz gouere 1608, en 1.200 parouz eskopti Bezanson, da lavaret e c’halled, heb aon ebet da fazian, kredi mirakl Faverney ; da heul al lizer-ze, e oa eur gemennadurez da zifenn lezel ar Zakramant, meulet ra vezo, expozet war an ôter, pa ne vije den ebet en iliz da chom gantan.

Rom he deus roët ôtre d’ober bep bla gouel hostiou santel Faverney en holl ilizou eskopti Bezanson.