Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/424

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
7 Mezeven
hostiou santel faverney

————


KENTEL


War an ôter eman Doue


War an ôter, evel ma lavar d’imp ar Skritur-Zakr, eman Doue.

D’ar Yaou Gamblid, a greiz koan, Jezuz a walc’has treid e ziskibien hag a ’n em lakas adarre ouz tol, hag evel ma tebrent c’hoaz, e kemeras bara, e vinnigas anezan, ha goude trugarekât, hen rannas hag hen roas d’e ziskibien, en eur lavaret : « Kemeret ha debret ; an dra-man eo ma c’horf roët evidoc’h ; gret kement-man, en memor ac’hanon. »

Hag o vezan kemeret ar c’halur, e trugarekaas hag e roas anezan d’e ziskibien, en eur lavaret : « Evet anezan holl, ma gwad eo, gwad an emgleo neve, a zo skuilhet evit eleiz, da lemel o fec’hejou digante ; ken alïes gwech mac’h evfet anezan, gret-han en memor ac’hanon. »

War an ôter, evel ma lavar d’imp an Iliz, evel ma kredas ar zent, hag ar zentezed a zo er baradoz, evel ma kred ar gristenien diniver a vev dre ar bed, war an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem e wele kentan, ken gwir ha ma oa war goad kroaz Mene-Kalvar e wele divezan.

Kredi a ran kement-se, Credo Domine ; spered an den a zo ken berr, galloud Doue a zo ken bras ; kredi a ran, mes kresket c’hoaz ma fe, o ma Doue ! Sed, adjuva incredulitatem meam.




Eizvet devez a Vezeven


Gouel ar Spered-Santel



De ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude m’oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas en nenv ; dek devez goude, ar Spered-Santel a ziskennas war an Ebestel, dindan furm teodou tân.

An tân a sklêra, an tân a c’hlanna, an tân a domma ! Ar Spered-Santel a sklera hon sperejou, a c’hlanna hon eneou, a domma hon c’halonou. Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, Doue ar c’hlanded, Doue an nerz.

I. — Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, a oar, en eun netra, lakat ar gwirioneziou kaletan ’barz ar sperejou ar muian boc’h. Tri bla oa e oa an Ebestel o heuilh Hon Zalver, ha pa gomze d’eze diwar-benn ar vad a ra d’an den ar boan, hag ar red m’eo d’ezan pardon, e enebourien, ne gomprenent netra en e lavariou. Adalek m’eo diskennet ar Spered-Santel warneze, e welont e tiskouez an den e furnez o karet hag o tougen e groaz, hag e nerz-kalon o karet hag o pardoni e enebourien.

An Ebestel a oa tud dizesk ha dife. Meur a wech, Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa bet bec’h o c’houzanv aneze. Ar Spered-Santel o c’hemeras da brezek ar fe ha da gelenn ar boblou, evit mac’h anavezje an holl e c’hell pep den bezan e