Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/428

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
10 Mezeven
santez mac'harit


Dekvet devez a Vezeven


SANTEZ MAC’HARIT
Patronez Bro-Skos (1048-1093)



Mac’harit a c’hanas en Hongri, er bla 1048 ; merc’h oa da Edouard, mab Edmond, roue Bro-Zôz, ha da Agatha, c’hoar rouanez an Hongri.

Savet a oe en lez ar roue sant Stephan, ha dont a reas da vezan unan eus ar merc’hed gouiziekan ha santelan eus he amzer.

Desket oa bet d’ezi a vihanik n’eus si ebet gwasoc’h eget al leziregez ; abalamour da ze, ne chôme tamm dibreder.

Ne oa ket troet kennebeut d’en em fichan, evel ma ve an darn vrasan eus an dud yaouank. Pa veze lavaret d’ezi e oa gwisket re zister, e responte : « N’eo ket dre binvidigez he gwiskamant e tle eur brinsez kristen klask sevel dreist ar re-all, mes dre furnez he bue. »

Da varo Kanut, an hini en devoa didrônet he zad-koz, Edgar, he breur, ha hi a c’hallas dizrei d’o bro ; mes da varo o mignon, ar roue sôz Edouard III, a oe red d’eze kemer adarre hent an harlu.

An avel a dôlas o lestr war ôchou Bro-Skos ; roue ar vro-ze, Malkolm III, a roas digemer d’eze en e lez.

Gened ha spered Mac’harit a blijas kement d’ezan, ma c’houlennas anezi da bried, ha war gourc’hemenn he mamm, e roas he ger.

Kurunet a oe rouanez Bro-Skos, er bla 1070. Daou vla warn-ugent n’he devoa ken. An eured a oe binniget en Dumferlin, en kichen Edimbourg. War al lec’h ma oe grêt an eured-ze, evit derc’hel memor anezan, ar rouanez a lakas sevel eun iliz kaer en enor d’an Dreinded Santel.

C’hoant he devoa dre eno da enori tri ferson an Dreinded ha da dennan bennoz Doue war he fried, warni he unan ha war ar vugale a deurvezje gant an Holl-C’halloudeg rei d’eze.

Rei a reas d’an iliz-ze dilhajou eus ar re gaeran grêt ganti, listri sakr en aour, hag eur groaz alaouret, ar vein bresius o lintran warnezi.

Konvertisan eur roue a zo konvertisan eur rouantelez ; Mac’harit hen gouie, ha dre he dousder, e c’honezas kalon he fried hag e teuas d’ober gantan ar pez a gare, evit mad ar relijion ha mad ar bobl.