tugal. Eur gorventen a zirollas warnan hag her c’hasas d’ar Sisil. Digemeret eno gant menec’h Messin, Anton a skoas, prest goude, etrezek Asiz, da welet an tad sant Fransez. Goulenn a reas outan mont da Vonte-Paolo, en kichen Bologn. Eno, Anton a reas pep tra evit kuz e ouiziegez. Mes Doue ne zaleas ket da rei da anaout an tensoriou a oa kuzet ennan. Eun devez, e superior a gemennas d’ezan lavaret eur gomz bennak d’e vreudeur ; senti a reas, hag ar venec’h-all hag a gave d’eze ne oa mat nemet d’ober labouriou ar gegin, a oe estlammet o klevet ar brezegen gaer a reas d’eze.
Karget diwar neuze da gelenn ar venec’h yaouank, Anton a reas, tro ha tro, skol en Bologn, en Montpellier, en Toulouz hag en Padou. A-benn nebeut, avat, en em lakas a-grenn da gelenn ar bobl. Prezek a reas er Romagn, er Berry, el Limouzin hag en Padou, hag en kement lec’h ma tremene, e c’honeze kalz a eneou da Zoue. Poanial a rê, dreist-oll, da zigeri o daoulagad d’an heretiked. Alïes e klaskent difenn o fals-kredennou, mes Anton a ouie an tu da lakat ar wirione da baran, ken sklêr hag an de, dirak o daoulagad.
N’halled ket herzel ouz eun hevelep prezeger, rak pa wele ne zigemered ket prim awalc’h e gomzou, e rê miraklou d’o c’hennerzi.
En Toulouz, e oa eun den ha ne felle ket d’ezan kredi eman Jezuz-Krist en sakramant an ôter. Anton a lavaras d’ezan : « Ma teu hoc’h azen d’adori Jezuz-Krist kuzet dindan doareou ar bara, ha kredi a refet en sakramant an ôter ? » — « Ya ! emezan. »
Al loen a zo digaset war leuren kêr. En eun tu, e laker eul laoueriad kerc’h, hag en tu-all, Anton a zalc’h en e zorn ar Zakramant meulet ra vezo. An aneval, elec’h mont warzu e voed, a ya war eun da stoui dirak an hosti santel hag a chom er c’hiz-ze, ken e lavar ar zant d’ezan sevel.
Setu aman eur burzud-all, grêt gant sant Anton en Rimini.
An heretiked a oa endro d’ezan ne rênt nemet ober gwap anezan ha lakat o bizied en o diskouarn gant aon da glevet e gomzou.
« Pa ne fell ket d’ec’h, emezan, selaou komzou Doue, me a ya da brezek d’ar pesked, evit ma vezo anavezet splannoc’h a ze ho fals-kreden. » Mont a reas d’ar ster, ha komz a reas d’ar pesked eus madelez an Otrou Doue. Ar