Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/440

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
15 Mezeven
santez jermana cousin

Mes nan, buhan ha buhan, pa deue en ti, eus an abarde, e renke kemer he zammig boed ha mont da gousket d’ar c’hraou, pe war eun tammig plouz dindan ar vins.

Jermana, bepred sentus ha madelezus, a chôme sioul. He foaniou o devoa distaget he c’halon diouz ar bed hag he zroët warzu Doue hepken.

He lez-vamm, evit en em zizober diouti, he c’hase bemde da ziwall al loened ; o c’has a rê d’ar peuri da c’houlou-de ha ne zizroe nemet da zerr-noz. Bevan pell diouz trouz ar bed oa he dudi, ha daoulinet war ar c’hlazen, e save he daouarn etrezek an nenv, hag e kase warzu Doue he fedennou c’houekan.

Pa gleve kloc’h an oferen, e lake he baz en douar hag e rede da adori he Salver. Ar c’hoajou tro-war-dro a oa leun a vleizi, mes biskoaz ne oe sammet gante hini ebet eus he loened, na hini ebet aneze, kennebeut, n’eas da laerez, epad ma veze oc’h ober he zro en iliz.

Meur a wech, Doue a ziskouezas pegement e kare ar vesaerez yaouank. Eun devez, ec’h ee d’an iliz. Epad an noz e oa bet deut dour-bil ; ar stêr he devoa da dreuzi a oa ken uhelaet an dour enni ma ne weled pont ebet ken ; daou zen he gwelas o tont hag a ’n em guzas evit c’hoarzin war he nec’hamant. Jermana a dostaas, ha ken beuzet oa he spered en Doue, ma ne welas ket, zoken, an dour a ruilhe gant herr ha ma treuzas ar ster hep glebian he zreid.

Dirak eun hevelep burzud, an daou zen a deuas da gaout ar brasan doujanz evit ar plac’h o devoa bet c’hoant da wapât.

War ar bara a veze roët d’ezi d’he fred, Jermana a gave an tu da espern eun tammig d’ar paour. Hogen, eun devez m’oa êt war ar mèz gant he loened, he lez-vamm a redas war he lerc’h, droug bras enni, hag eur vaz en he dorn.

« Petra zo a neve ’ta ? » a c’houlennas outi daou zen a gavas war he hent.

« Petra zo a neve ? emezi ; ma lez-verc’h he deus adarre kuzet bara en he davancher da rei d’ar paour. Ah ! bremaïk, avat, hounnez a bako diganin-me ! »

An daou zen-ze a yeas betek Jermana, asamblez gant he lez-vamm, evit difenn ar bôtrez kez, ma vije red, rak true o devoa outi. Hogen, Jermana a oa neuze o nezan, ha setu he lez-vamm o tispakan he davancher a oa tronset ganti. Kerkent, elec’h bara, e oe gwelet bokedou kaer ha skedus o kouezan d’an douar, hag an dra-ze a oa en kreiz ar goanv !