Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
446
17 Mezeven
sant herve

Goude-ze e chomas eur pennad en Koathouarne [1] elec’h ma weler c’hoaz e di-bidi hag e feunteun. Ac’hane e valeas warzu gorre-Leon. En Lanhouarne, war douar Innok, e savas eur manati ; en Sant-Nouga, en Gwitevede hag en Keran, ’z eus lec’hiou hag a zoug c’hoaz e hano binniget.

En amzer-ze, e oa o chom en koste Keraez eur roue bihan, e hano Konomor ; sevel a reas c’hoant gantan da vezan roue war Vreiz a-bez. E vennad ne oa ket fall ; fall a oe, avat, an doare a gemeras d’e gas da benn, rak klask a reas lazan Judual, roue an Domnone ; lazan reas e bried Trifina, merc’h Gwerok, kont Gwened. Sant Gweltas a brezegas dre ar vro en e eneb, hag er bla 548, dirak eun niver bras a dud, labourerien, tudchentil ha menec’h, bodet war gern ar Mene-Bre, eskibien Breiz a stlapas Konomor eus a renk ar gristenien.

Herve ne oa ket ’n em gavet kerkent hag ar re-all, mes ne oa grêt netra arôk ma tigouezas ; gedet a oe eun devez pen-da-ben, ar pez a ziskouez an istim a oa evitan er vro.

E tro ar bla 566, e varvas en Lanhouarne, elec’h ma virer c’hoaz darn eus e relegou.

————


KENTEL


Daoulagad an ene


Daoulagad ar c’horf, nemet glan e vefent, ne weler ket mat awalc’h gante ; dal ma vezont pikouzet, ne weler ket koulz ; dal ma vezont koc’hennet, ne weler taken ken.

Evit daoulagad an ene eo henvel ; nemet glan e vefent, ne ver ket evit gwelet gante kennebeut ; ha ma ’z eus kement a dud ha ne welont ket ar skleur zoken eus an Otrou Doue er bed krouet, ha ne welfont ket e c’hloar er bed-all, n’eo nemet abalamour m’o deus lezet ar pec’hed da grammenni kement o ene, ma n’hell ket mui sklerijen an nenv mont betek ennan : dall int, siouaz d’eze !

N’eus ezel ebet hag a ziwallfemp gant kement a evez evel daoulagad hon c’horf ; d’an disteran tra a venn stokan oute, eman hon dorn warneze.

N’eus ezel ebet hag a dlefemp da ziwall gant kement a evez evel daoulagad hon ene.

Dallente ar c’horf er bed-man, daoust pegen poanius eo, n’eo netra en kichen dallente an ene er bed-all.

Bezomp glan a galon hag e welfomp Doue.

  1. Hanter-hent etre Lanriouare ha Plougin (Bro-Leon).