Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Genver
45
al leanez evurus veronika

vat en pep doare. He fedennou a strinke ken dôn eus he c’halon, ma save gante, alïes, an daerou d’he daoulagad. A wechou e tiverent ken puilh, dreist-oll pa veze o sonjal en poaniou Hon Zalver hag en dianaoudegez an dud en e genver, ma veze ken gleb he dilhad, eme unan eus he c’hoarezed, evel pa vije bet skuilhet eur beliad dour warneze.

He finijennou evel he fedennou a oa pemdeziek. Ne oa ket trawalc’h eviti yuniou hec’h Urz ; ober a reas eleiz a re-all ; he brasan levenez a oa bezan lezet da dremen an de gant eun tamm bara sec’h hag eur banne dour.

Daoust d’ezi da garet ar beden hag ar binijen, e oa eun dra hag a gare c’hoaz muioc’h : ar zentidigez en kenver ar re o devoa galloud warnezi. Goulenn a reas digant he superiorez sevel eun heur pe diou arôk he c’hoarezed, evit mont d’an iliz da bedi, en kreiz sioulder an noz. Nac’het e oe ze outi. Veronika a zigemeras an nan-ze a galon vat.

« Ma merc’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ouz en em ziskouez d’ezi eun nebeut goude, mat e kavan gwelet ac’hanout o chom hep sevel arôk al leanezed-all, p’eo gwir da superiorez n’eo ket jalet gant kement-se. Kalz e kavan gwelloc’h da zentidigez evit an holl bedennou az pije gallet da lavaret ; an oberou a rêr a-unan gant ar re-all a blij d’in meurbed, dreist-oll, ar re a rêr pa ve c’hoant d’ober re-all. »

Bezan oa ken izel a galon evel ma oa sentus. Al labouriou tennan hag ar plasou divezan a veze bepred diouz he-doare.

Mervel a reas, er bla 1407, d’an de ha d’an heur he devoa merket, oajet a zaou vla hag hanter-kant. Eleiz a viraklou a c’hoarvezas war he be hag a ziskouezas he zantelez. Leon X, er bla 1517, ugent vla hepken goude he maro, a lakas anezi etouez an dud evurus, hag ar pab Beneat XIV, er bla 1749, a lakas ober he gouel da genver an 13 a viz genver. Miret a rêr he relegou en Binasko, parouz he badeziant.

————


KENTEL


Pedi petra ?
Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den


Gant an deskadurez, eleiz a dud a ya d’an ifern ; gant ar zantelez an holl a ya d’ar baradoz. Hag eno eo red d’imp holl en em gaout, de pe de, kousted a gousto, pe, a hend-all, e vije bet gwell d’imp ne vijemp bet ganet biskoaz.

Hent ar baradoz, daoust da veur a bennad anezan da vezan tenn,