Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/452

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ugentvet devez a Vezeven


Itron-Varia Rumengol


O Rumengol, pell amzer zo,
C’houi eo boked kaeran hon bro ;
En Leon, Tregor ha Kerne,
Ganec’h e klever c’houez an ne.


En eskopti Kerne, elec’h m’eman breman mor Douarnenez, e oa gwechall eur gêr vras, hanvet Is. Eur voger ledan hag uhel, gant sklujou houarn, a zifenne anezi diouz ar mor. Er gêr-ze, ne veze gwelet, e-touez an dud pinvidik, nemet dizurz, gwall skouer ha fallagriez.

Gralon, roue Bro-Gerne, a oa neuze o chom eno, ha glac’haret bras e oa o welet dizurziou ha bue diroll e verc’h, ar brinsez Ahez, gant noblanz yaouank ar vro.

En amzer-ze, e oa ive en Breiz-Izel daou abostol santel, o-daou mignon da Zoue, sant Kaourantin, kentan eskob Kemper, ha sant Gwennole, kentan abad Landevennek.

Prezeget o devoa alïes en Is ha gourdrouzet ar roue Gralon, abalamour d’an droug a veze grêt bemde en palez e verc’h yaouank.

Mes ar roue, dinerzet gant an oad, n’en devoa mui a c’halloud awalc’h evit trec’hi dizurziou ken bras.