Santez Mari, Mamm da Zoue hag hon Mamm muian-karet, hon tud koz deus ho kemeret da rouanez ar vro-man, hag evit ma vije anavezet ho kalloud, o deus laket war ho tàl eur gurunen aour ha perlez.
Neveat reomp, a greiz kalon, al le o deus grêt en amzer gwechall.
Ya ! d’ec’h eo hon c’hoajou dôn, hon mêziou seder, hon meneiou brugek, hon moriou glas : miret aneze diouz pep droug.
D’ec’h eo hon berejou a vir eskern hon re varo, hon ilizou binniget, hon touriou dantelezet : miret aneze diouz pep droug.
D’ec’h eo hon yez kaer, hon gwerziou santel, hon toniou dudius, holl denzoriou Breiz-lzel : miret aneze diouz peb droug.
D’ec’h eo an holl Vretoned gwitibunan, korf hag ene ; d’ec’h eo ar vugaligou, ar vinored, an emzivaded, an intanvezed, ar zoudarded, ar vartoloded, kement hini en deus eur boan bennak a gorf, a galon, a spered : miret aneze diouz pep droug.
D’ec’h eo, dreist-oll, hon c’henvroïz a zo war o gwele a varo, a dro o zellou karantezus etrezek ennoc’h, hag o deus pep fizianz en ho kalloud hag en ho madelez.
O Gwerc’hez vat Rumengol, Patronez Breiz-Izel,
Pedet evidomp hirie, ha pa renkfomp mervel,
Pedet evit Breiz-lzel, evit ar Vretoned
O deus ho karet, ho kar hag ho karo bepred.
oeiz, mab da Ferdinand Gonzag, markiz Castiglione, ha da Vartha Tana Santena, a oa ken dister o tont er bed ma oe kristanet raktal, hag en doare-ze, kouls lavaret, e c’hanas evit an nenv arôk genel evit an douar.
Bale reas war hent ar vue, hep sôtri tamm ebet saë wenn e vadeziant.
Kerkent ha ma teuas e spered da zigeri, en em ginnigas da Zoue, hag e reas d’e zantelez kreski a ze da ze.
Da nao bla, dirak ôter ar Werc’hez en Floranz, e reas le da viret bepred e werc’hded ; adalek neuze, Doue hen