E-touez bugale ar merc’hed,
Biskoaz n’ez eus bet kavet, — nikun,
A ve brasoc’h eget sant Yan,
Jezuz hen lavar e-unan.
n amzer ar roue Herodez, e oa en Bro-Israel eur beleg eus a rumm Abia, e hano Zakariaz, a veve en doujanz Doue gant e bried, eus gouenn Aaron, he hano Elisabeth.
Pell oant êt o-daou war an oad, ha kaer o devoa pedi, bugel ebet ne deue da laouennât o zi, ar pez o doanie meurbed an eil hag egile.
Eun devez, Zakarias a bignas da Jeruzalem gant ar veleien a oa o vont d’ober ar zun gantan d’an Templ. Pac’h ejod da dennan plouzen da welet petra vije labour pep-hini, e tigouezas gantan kaout an ezans da ginnig el lec’h santel.
Mont a reas en Templ ; ar bobl er-mêz, e keit ha ma rê e lid, a bede.
Hogen, êl an Otrou a ’n em ziskouezas d’ezan, en e zav en tu deou da ôter an ezans. Zakarias a oe strafuilhet ouz e welet hag ar spont a gouezas warnan.
Mes an êl a lavaras d’ezan :
— Na gemerez aon ebet, Zakarias, rak da beden a zo selaouet ha da bried Elisabeth a c’hano d’it eur mab hag e roï d’ezan an hano a Yan. El levenez e vezi hag en estlam, ha kalz a gemero laouenedigez en e c’hinivelez, rak bras e vezo dirak an Otrou ; ne evo na gwin na netra hag a c’hell mêvi. Leuniet a vezo eus ar Spered-Santel, adalek kof e Vamm ; distrei a raio kalz eus bugale Israël warzu an Otrou, o Doue ; e-unan e valeo dirak Doue gant spered ha galloud Elias, evit digas er mibien kalon an tadou, distrei an dud dife da furnez an dud just ha prepari d’an Otrou eur bobl direbech.
Zakarias a lavaras d’an êl :
— Penôs e welin an dra-ze ? Rak me a zo koz ha ma fried a zo êt war an oad.
An êl a lavaras d’ezan :
— Me eo Gabriel, a ’n em zalc’h dirak Doue, ha kaset on evit komz ouzit ha digas d’it ar c’helou mat-ze. Ha setu e vezi mut ha n’helli ket prezek, betek an de ma tigouezo an treo-ze, abalamour n’az peus ket kredet em c’homzou a deuio da wir en o amzer.