Sant Yan a zo unan eus ar zent savet uhelan en baradoz an Otrou Doue ha brudet ar muian e-touez an dud ; en Breiz-Izel, an tantadou a zigor e ouel hag a zoug e hano binniget, eus an eil traouien d’eben hag eus an eil mene d’egile.
E bardoniou a zo stank ha laouen : kaeran a oufed gwelet, koulskoude, eo hini sant Yan ar Biz.
En amzer ma oa Jann d’Arc hag Arzur Richemont o kas ar Zôzon eus Bro-C’hall, eur biz da sant Yan-Vadezour, an hini ma tiskouezas gantan Salver ar bed, pa lavare d’e ziskibien : « Setu aze Oan Doue, » goude bezan bet miret epad meur a gant vla en Normandi, a oe douget, en eun doare burzudus, da Draou-Meriadek, gant eun den yaouank ginidik eus a Blougasnou.
Ar biz santel, eur wech ’n em gavet e-touez ar Vretoned, a reas kement a viraklou, ma reas an duk Yan V sevel eun iliz en e enor, a zo c’hoaz en de a hirie, unan eus ar re gaeran azo en hon beg douar. Diazezet d’an de kentan a viz eost 1440, ne oe peurc’hrêt nemet er bla 1513, [1] gant aluzennou pinvidik Anna Breiz.
Otrou sant Yan binniget, grêt d’imp heuilh Jezuz-Krist war an douar-man, ouz sklerijen ar fe, ma c’hellfomp e welet divezatoc’h er baradoz, ouz sklerijen ar gloar.
- ↑ Konsakret a oe d’an 18 a viz du 1513, gant an Otrou A. de Gringnaulx, eskob Landreger.