Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/465

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Mezeven
465
sant salaun ar merzer

hini e gerent hag e vugale, hag evit padusded rouantelez Breiz a-bez ; » ha koulskoude, en devoa aon rak barnedigez an Otrou Doue.

En em dennan a reas en manati Plelan, en devoa laket sevel ; e vab-kaer, Paskueten, ha Gouroand, mab-kaer Erispoë, a valeas neuze warnezan, hep ma c’hallfed lavaret, mat awalc’h, an digare a rê d’eze en em zevel outan.

Salaün a dec’has arôk e enebourien, a-dreuz-dreuz dre goad Bresilien, betek ar Merzer, e-tal Landerne. Eno e oe tizet gante, derc’hent gouel Yan.

Dinerzet gant e glenved, poaniet o welet e wellan mignoned o ’n em zevel en e eneb, glac’haret gant e bec’hed, c’hoant d’ezan da baean e c’hle da justis Doue, en em lakas e-unan, goude bezan bet o kovez hag o kommunian, etre daouarn Gouroand ha Paskueten.

Ar re-man hen gwerzas d’ar C’hallaoued, a doullas d’ezan e zaoulagad, arôk e lazan war diri ôter-veur iliz ar Merzer, d’ar 25 a vezeven 874.

Korf Salaün ar merzer a oe sebeliet e-tal hini e bried Gwenbrid, en manati Plelan. E benn a virer c’hoaz en iliz Pithiviers, en eskopti Orleans ; darn-all eus e relegou a zo en iliz ar Merzer, hag en iliz-veur Sant-Per, en Gwened.

————


KENTEL


Pinijen ar galon


Doue, en e vadelez, en deus digoret d’an den kouezet er pec’hed eun hent neve da vont d’ar baradoz, hent ar binijen.

Ar ger pinijen a zigas da gentan en hon spered ar zonj eus ar boan a gemerer o yun diwar bara ha dour, o kousket war ar c’halet, o tougen eur gouriz reun.

Pinijen ar c’horf eo an dra-ze, ha pinijen ar c’horf n’eo ket ar gwir binijen eo ; ar gwir pinijen eo pinijen ar galon.

Hounnez eo a zigor a neve hent ar baradoz d’ar pec’her, ha kement eman dreist eben ha m’eman an ene dreist ar c’horf.

Kaer ho pefe yun ha gouela
Ha lavaret Mea culpa.

Ma n’eman ket ar binijen en ho kalon, ho poaniou a vezo didalve.

Petra eo eta pinijen ar galon ?

Eur vertuz eo hag a ra d’imp kaout kasoni ouz hon fec’hejou tremenet, nan abalamour m’o deus chachet ar boan warnomp, mes abalamour m’int eun dismeganz d’an Otrou Doue ; ha kemer ar mennoz start da dec’hel diwar an hent fall, d’en em ziwall outan hiviziken, ha da zigoll Doue hag an nesan eus an droug hon deus grêt dre hon gwall oberou.

Mar domp kouezet en eur pec’hed marvel, ar pez hon deus d’ober eo e govez ar c’hentan ar gwellan ; ha ma n’omp ket evit kaout tro d’e govez prim awalc’h, lakomp, da vihanan, ar vertuz a binijen da zigeri dioustu adarre d’hon ene hent ar baradoz.