Spered an den a zo ken skanv ma teu a nebeudou, ha hep gouzout d’ezan, kouls lavaret, da gemer plegiou ha doareou ar re ma vev gante.
Evelse, e weler tud vat ha, pa gouezont en eur barouz digristen, a ’n em goll, ha tud fall ha, pa gouezont en eur barouz kristen, a deu da wellât.
C’houi eta hag a renk mont eus ar gêr da c’honid ho para, tôlet evez en ti biou en em gaout.
Abarz lammat, gouve pelec’h,
Gant aon da derri penn pe vrec’h.
Klasket, dreist pep tra, eun ti kristen ; n’eo ket an arc’hant a ra an eürusted, ar relijion an hini eo.
rene a c’hanas en Azi, war-dro ar bla 140, hag a oe skolaet gant sant Polykarp, diskib sant Yan hag eskob en Smyrn.
Dont a reas, dindan eun hevelep mestr, da vezan gouiziek bras war ar relijion gristen, ha merkan a ra d’imp, en e skridou, an evez a dôle e-unan war ar c’henteliou a gleve : « Gallout a rafen c’hoaz, emezan, diskouez al lec’h mac’h azeze an eskob santel, pa gomze d’imp eus a Zoue. Hen gwelet a ran bepred, hag ar c’homzou a deue eus e c’henou, pa brezege d’ar bobl, a zo skrivet em c’halon. Kaout a ra d’in e glevet o komz eus sant Yan an Avieler, hag eus ar re-all o devoa bet an eurvat da welet Jezuz, pa veve war an douar. Selaou a rên piz an treo-ze holl ; o skrivan a rên en goueled ma c’halon, ha Doue a ra d’in ar c’hras d’o c’haout bepred em spered. »
Pa deuas gloar ar verzerenti da zougen sant Polykarp d’ar baradoz, Irene, daoust pegen bras oa e zeskadurez, a zalc’has gant e studiou war ar Skritur Zantel ha war lavariou an Ebestel, hag en doare-ze e teuas da vezan ken barrek da stourm ouz an heretiked, enebourien an diabarz, ha m’oa sant Justin da stourm ouz ar baganed, enebourien an diavêz.
Dont a reas da Lyon, elec’h ma oe beleget gant sant Pothin. Er mare-ze, diskibien Montan a glaske silan o