deu a benn eus al labour vras fiziet ennan, ha burzudus eo gwelet eun den koz eveltan, n’en deus en e gichen nag archerien, na soudarded, na kanoliou, na prizoniou evit kastizan ar re a zizent, o kaout kement a dud, evel m’en deus, o senti ouz e c’hourc’hemennou.
Goulenn a ra sentidigez ouz kement pobl a dôl troad war an douar, hag an dud vrasan, an dud vrudetan, an dud uhelan dre o spered hag o c’halon, a bleg d’ezan dre zoujanz ha dre garante.
Reizer ar c’halonou, kelenner ar sperejou, setu petra eo bet ha petra eo ar pab.
Eus paganed goue, eun danjer hag eun donjer bevan en o zouez, en deus grêt eur ouenn dud seven ha seder ; eus barbared a rede broiou ar c’huz-heol, ar skod-tân en eun dorn hag ar c’hleze en eun dorn-all, en deus grêt tud henvel ouz tud.
Ar pabed eo o deus kavet, karet, miret ha kresket an deskadurez : epad 1800 vla, n’oa nemete o kas ar skoliou endro, ha mar zo kement a gemm, en de a hirie, evit ar galon hag evit ar spered, etre tud an Europ ha tud ar broiou-all eus an douar, petra zo kiriek da ze, nemet n’eus ket tapet ar pab c’hoaz labourat kalz an tachennou a zo pell diouz e gêr.
O Rom eürus, ken kaer out ruziet gant
gwad prinsed an Ebestel, ma n’eus gened
ebet war an douar par d’az hini.
er ha Pôl eo a zigasas ar c’helou mat da Rom ; hag eus mestrez ar gaou ma oa betek neuze, e rejont anezi mignonez ar wirione.
Per a ’n em gavas enni er bla 42, hag a stagas dioustu da c’honid ineou da Jezuz-Krist.
Judevien Sezare, o vezan kaset Pôl d’al lez-varn, heman a c’houlennas ma vije kaset e afer da Rom, dirak an impa-