laer, hag en doare-ze en em gavas, d’e dro, en kêr-benn ar bed, er bla 62. Gonid a reas e brosez ha rei a reas an dorn da zant Per da gas e-touez ar Romaned anaoudegez ha karante Jezuz-Krist.
D’an 19 a viz gouere 64, eun tan gwall spontus a grogas en Rom, a badas nao devez hag a devas dek karter war bevarzek a oa en kêr. An impalaer Neron a lavared eo en devoa grêt an tol, evit ma vije savet d’ezan, war dismantrou ar gêr goz, eur gêr neve skedusoc’h.
Bec’h a zavas warnan ; o welet e oa o vont da vezan tapet, e tamallas ar Judevien. Ar re-man, d’o zro, a stlapas ar zam war ar gristenien, hag en doare-ze e tirollas ar brezel kentan en o eneb.
Darn a veze gwriet krec’hen loened warneze, ha tôlet d’ar chas da zrailhan, darn-all a veze staget ouz ar groaz ; darn-all, goloët a beg, a veze laket an tân enne da sklerijennan liorzou an impalaer epad an noz.
O maro a zoueze ar baganed, evel m’hen gwelomp dre eur pennad lizer skrivet gant an doktor Senek, unan aneze, a lavare d’eur mignon d’ezan gouzanv e glenved gant pasianted : « Rak, emezan, petra eo ar c’hlenved-ze, en kichen an tân, ar marc’h koat, al laonennou ruziet laket war ar gouliou o parean, evit o neveât hag o dônaat. En kreiz ar poaniou-ze, unan bennak n’en deus ket klemmet, nebeut eo an dra-ze ; n’en deus ket pedet, nebeut eo an dra-ze. Mousc’hoarzin en deus grêt, ha mousc’hoarzin a galon vat. »
Senek en devoa gwelet tud o vervel, mes n’en devoa ket gwelet a dud o vervel, evel ma varve ar verzerien.
Per ha Pôl, prinsed an Iliz, a oe laket d’ar maro er mêmes devez, d’an 20 a vezeven 67.
Per a oe staget ouz ar groaz hag a c’houlennas ma vije laket e benn d’an traou.
Pôl a oe dibennet.
Korf sant Per a oe sebeliet en harz tosen ar Vatikan ; hini sant Pôl war hent Osti. Konstantin, ar c’hentan impalaer kristen, a reas sevel ilizou kaer war o beziou.
Ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar.
Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war an douar.
Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar.
Ar pab eo an den a zo kasaet ar muian war an douar.
Da gentan, ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar.