Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/473

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Mezeven
473
merzerenti an daou abostol per ha pol

komz a renk, hag e gomzou, ma plijont da zarn, a zisplij da zarn-all, hag hen diskouez a reont d’ezan, rak skoet eo bet, laeret eo bet, prizoniet eo bet, lazet eo bet, ha daoust da ze e vev bepred.

Dalc’het en deus penn da bennou brasan ar bed, ha pennou brasan ar bed [1] a zo deut da stoui dirazan. Kant gwech ez eus lavaret e oa grêt gantan, e oa sebeliet evit bepred, ha kant gwech eo en em ziskouezet ’us d’e ve skedusoc’h evit biskoaz.

264 gwech en deus chenchet hano ha chenchet doare. Abaoue m’eman war e Gador, nag a drôniou diskaret, nag a rouanteleziou dismantret, nag a lignezou bras didroadet ! Kador pesketour ar Galile,

Daoust d’an amzer ha d’ar re fall,
A chom atô sonn ha divrall.

Difennour bras Iverzon, an den brudet O. Connell, a varvas breman zo tri-ugent vla, en Jen, en eur vont da Rom. Dre destamant, e roas

E gorf d’e vro,
E galon da Rom,
E ine d’an nenv.

E galon da Rom ! Ya, eno eman an dalc’h. Karomp ar pab, roomp d’ezan hon c’halon, hon feden hag hon aluzen : ar pab eo eskob an eskibien, ha tad an holl gristenien ; ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. Karomp ar pab.




Tregontvet devez a Vezeven


SANT POL
Abostol ar Baganed



Saul, enebour kounnaret ar gristenien, gonezet d’ar gwir fe war hent Damas, a deuas da vezan an hini a c’houzanvas ar muian, marteze, evit brudan dre ar bed relijion Jezuz-Krist. Mont a reas, da gentan, da enezen Chypr ; eno e konvertisas ar gouarner Pôl hag e kemeras e hano.

Adalek neuze, betek e varo, da lavaret eo, epad tri bla warn-ugent, e oe prezeger ar wirione dre ar bed holl ; redek a reas an Azi izelan, ar Masedoan, ar Gres, an Itali, ar Spagn. Lavaret a ra d’imp, en unan eus e liziri, ar reuziou a gavas war e hent : « A-benn pemp gwech, emezan, am eus bet nao dôl skourje ha tregont digant ar Judevien, ter gwech on bet skoet a dôliou gwial, eur wech a dôliou mein, ter gwech am eus grêt pense [2], eun devez hag eun

  1. Napoleon ha Bismarck ; ne hanvan nemet ar re marvet en divezan.
  2. Pense, naufrage.