Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/478

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
478
1 Gouere
an itron-varia wir-zikour

nez ar Vreuriez wenn, a gasas diou gurunen aour da berson Gwengamp : unan evit ar Werc’hez, eben evit he Mabig, ha d’an 8 a viz gwengolo, er mêmes blavez, an ôtrou Le Mée, eskob Sant-Brieg, en hano ar pab, a gurunas an Itron-Varia Wir-Zikour.

An devez-ze a oe eun devez kaer evit Gwengampiz. War lein an iliz, er ruiou, ouz an tier, ne veze gwelet nemet drapoiou, glazvez ha garlanteziou ; ar belerined, daoust d’ar gwall-amzer, a zirede a bep tu a vandennadou, hag ar parouziou a ziwar-dro a deue, an eil war-lerc’h eben, gant o c’hroaziou hag o banielou, en eur ganan meuleudiou ar Werc’hez Vari.

An oferen-bred a oe kanet gant eun eskob, hag an iliz ne oe ket bras awalc’h evit an dud.

Goude ar gousperou, e oe grêt eur prosesion en kêr, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, douget gant eiz beleg, a yeas er-mêz eus he iliz.

En he rôk ec’h ee, daou ha daou, ar re a oa en eur vreuriez bennak, ha leanezed a beb Urz hag a bep bro ; endro d’ezi, ouspen c’houec’h kant beleg ha pemp eskob ; war o lerc’h, eur bobl a belerined hag a ’n em zastumas war blasen vras ar vali.

Eno e oe diazezet ar Werc’hez war eun ôter uhel, hag an eskibien a zavas da lakat ar gurunen war he fenn. Kerkent e oe tennet ar c’hanol ; ar c’hleier a zonas. An heol, goloët betek neuze gant ar c’houmoul, a zispakas e vannou skedus, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, gant he mantel arc’hant hag he c’hurunen aour, a ’n em ziskouezas d’he bugale, kaer evel eur rouanez.

Goude-ze e oe kaset endro d’an iliz, en eur ganan an Te Deum. Mer Gwengamp, a-beurz kêriz, a zigasas eur c’holaouen ar c’haeran d’ar Werc’hez kurunet.

D’an 8 a viz gwengolo 1910, eo bet grêt en Gwengamp gouel an hanter-kantved bla abaoue m’oa bet kurunet an Itron-Varia Wir-Zikour, hag anat eo bet eno d’an holl ec’h a devosion ar Vretoned d’o Mamm vat, war gresk a-dreuz ar c’hantvejou. 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg, 30.000 den a oa diredet d’ar pardon bras-ze. An oferen-bred a oe kanet en kreiz ar vali, ha goude an Aviel, an ôtrou Dubourg, arc’heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi an Itron-Varia ha hini he zervijer Charlez Bleiz, a enored ive en de-ze : « Breman tri bla ha hanter-kant, emezan, Breiz-Izel a oa deut da bardonan da Wengamp evit kurunedigez ar Werc’hez. Eleiz eus ar re a oa deut en de-ze a