Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/483

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Gouere
483
sant ulrik


Pevare devez a viz Gouere


SANT ULRIK
Eskob Augsbourk (893-973)



Ulrik, ganet er bla 893, a oe savet en abati Sant-Gall, ha hanvet, d’e vla ha tregont, eskob en Augsbourk. Gouezidi a oa o paouez bezan bet oc’h ober eun dro er vro, hag o devoa hadet en e eskopti ar freuz hag an dismantr. Kentan tra a reas an eskob neve a oe sevel eun iliz ha rei d’an dud a oa tôlet war an douar noaz, peadra da zevel eus o dienez.

Lakat a reas ive sevel, endro da gêr, mogeriou ledan hag uhel, evit miret ouz ar gouezidi d’ober ken kement a c’haou ouz Augsbourkiz evel m’o devoa grêt.

Nag an amzer fall, nag an henchou diês, nag ar rederien-bro ne virent outan d’ober tro e eskopti bep bla.

Bep c’houec’h miz, e vode e veleien endro d’ezan, evit en em glevet gante war an doare da gas an eskopti endro.

Doue a vinnigas ar boan a gemere da lakat ar zantelez da vleunian en eneou a oa en e garg, ha hepdale, e oe gwelet eur wellaën vras, ken en Augsbourk, ken er parouziou-all tro-war-dro.

War ze, e savas brezel etre an impalaer Othon hag e vab Ludolph ; Ulrik a labouras kement d’o unani ma teuas enfin a benn eus e dôl, hag en doare-ze e lakas ar peuc’h en Alamagn a-bez (954).

Siouaz, ne chomjod ket pell evelse ; er bla war-lerc’h, gouezidi an Hongri a gouezas adarre war Augsbourk, ken bras an niver aneze ma n’en devoa ar c’hosan den a oa war an douar gwelet arme ebet par d’o hini.

Ulrik a lakas e fizianz en Doue. Epad ma oa ar merc’hed o pedi en ilizou, hen, war mogeriou kêr, e zilhad iliz gantan, a gennerze e zoudarded. Herzel a c’halljont ouz o enebourien, betek ma teuas an impalaer Othon da gouezan war arme ar baganed, diouz dre, ha d’he flastran en eun hevelep doare ma n’hallas, kouls lavaret, hini anezi distrei d’e vro.

Othon e-unan a anzave, goude-ze, oad dleour eus ar viktor-ze da bedennou birvidik sant Ulrik. Erfin, goude bezan gouarnet e eskopti epad nao bla ha daou-ugent, o welet e tostae an heur evitan da vont da welloc’h bro, e rannas e holl beadra etre e veleien hag e beorien, nemet ec’h esper-