Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/484

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
4 Gouere
sant ulrik

nas e wele, eun tapis moger hag eun nebeut listri-tôl d’an hini a gemerje e garg.

Lakat a reas neuze skuilh ludu en kroaz war leur e zolier ha teuler dour binniget warnezan ; gourvezet war ar groaz-ze e roas e ine d’e Grouer, d’ar 4 a viz gouere 978, oajet a bevar-ugent vla.

Sant Ulrik eo kentan sant kanonizet gant Rom : laket a oe war roll ar zent, ugent vla hepken goude e varo.

————


BOKED


En gwirione, en gwirione, m’hen lavar d’ec’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ma c’houlennet eun dra bennak ouz ma Zad em hano, ho pezo anezan. Betek-hen, n’ho peus goulennet netra em hano ; goulennet eta, hag e vezo roët d’ec’h, hag ho kalon a vezo bar gant al levenez.

Aviel sant Yan XVI. 23, 24.




Pempvet devez a viz Gouere


Sant Anton-Mari Zaccaria



Goude Gaëtan a Dhien hag arôk sant Ignas a Loyola, Anton-Mari a zo bet dibabet gant Doue evit bezan tad eun Urz neve a venec’h galvet da zifenn an Iliz er c’houezekvet kantved.

Anton-Mari Zaccaria a c’hanas en Kremon, en Itali, a dud pinvidik ; tremen a reas e vugaleach en eun doare santel meurbed ; dalc’h-mat e veze gwelet o pedi Doue hag ar Werc’hez Vari ; ken karantezus oa en kenver ar beorien ma roë d’eze alïes e zilhajou kaeran.

Goude bezan bet eur pennad en skol Kremon, e studias ar filosofi en Pavi hag ar vedisinerez en Padou. Mar en devoa eur spered lemm ha ma teske buhannoc’h eget ar skolaerien-all, e oa ive ar santelan aneze.

Sentus ouz mouez Doue, a zisklerie d’ezan e oa galvet da bleal gant an ineou kentoc’h eget gant ar c’horfou, Anton a ’n em lakas da vat da studian ar skianchou sakr.

Mes e keit-ze e wele ar re glanv, e rê katekiz d’ar vugale, e kelenne an dud vras war o deveriou, hag ec’h alie an dud yaouank da drei kein d’o dizurzou.