Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/486

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
486
6 Gouere
naontek merzer gorkom


C’houec’hvet devez a viz Gouere


Naontek Merzer Gorkom
(1572)



Ar " Yeued [1] ", diskibien Luther ha Kalvin, war digare diframman o bro adre galloud ar Spagnoled, a rede ar Holland, o laerez an dud pinvidik, o rinsan an ilizou, o lazan ar veleien hag o flastran an hostiou konsakret ; estlammus oa klevet hano aneze.

Duk Alb, gouarner ar vro, a reas lazan daou eus o fennou-bras, ar c’homt Horn hag ar c’homt Egmont (1568), hep gallout o diarbenn ’vit kelo ze, rak an droukan aneze, ar c’homt de la Mark, a chome c’hoaz hag a ’n em lakas da vont endro gwasoc’h evit biskoaz.

De war-lerc’h gouel Yan 1572, Gorkom, eur gêr a c’houec’h pe seiz mil den, a oe kelc’hiet gant e dud, hag en devez war-lerc’h, e kouezas dindan o galloud.

Doriou kêr ne oant bet digoret, koulskoude, nemet gant ar promese na vije grêt gaou ouz den ; mes eur wech mistri, ar Yeued ne zellent ket petra d’ober. Tapout rejont seitek beleg ha daou lean hag o stlepel a rejont er prizon, diouz an noz ; eur gwener oa ; ne oe kinniget d’eze nemet kig da zibri ; ar verzerien a gavas gwell chom hep tamm, eget terri lezen an Iliz.

— Pelec’h eman ho tensoriou ? a c’houlennjod neuze ouz an tad Nikolas Pik, superior menec’h sant Fransez.

— Ma zenzoriou, emezan, eo kaluriou ha listri sakr ma iliz ; o c’havet ho peus ; n’hon deus ket a densoriou-all.

— Geier a leverez, manac’h ! eme ar zoudarded, ha kerkent e oe krouget gant e c’houriz, dibradet diouz an douar, ha lôsket da gouezan ken ma kollas e anaoudegez.

Evit e beurachui, e oe savet ha harpet ouz ar voger, devet d’ezan e dâl, e valvennou, e ziskouarn hag e elgez [2] ; laket, an tân da bignal, dre e fronellou, betek e empenn, digoret d’ezan e c’henou da zevi e deod hag e staon.

Kri e vije ar galon ne ouelje o welet ober kemend-all a yudazerez d’eun den.

Ar merzer e gouezas a-blad e gorf d’an douar. Ar Yeued a grede oa maro mat : « Eur manac’h nebeutoc’h, emeze, en eur c’hoarzin ; ah ! setu aze, avat, eur pez kaer ! » Ha war ar ger-ze, en em dennjont ; awalc’h o devoa grêt evit an nozvez kentan.

  1. Les Gueux.
  2. Elgez pe gronch, menton.