Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Genver
49
sant pol ha sant anton


Pemzekvet devez a viz Genver


Sant POL ermit (229-342) ha Sant Anton abad (251-356)


Sant Pol ha Sant Anton
Sant Pol ha Sant Anton


Pol a oa ginidik eus an Thebaïd. Ugent vla, pe war-dro, an evoa, pa stagas an impalaer Des, er blavez 250, d’ober brezel d’ar gristenien. Tec’hel a reas da gentan war ar mêz, en eun ti distro ; mes abarz nemeur, o santout ne oa ket eno c’hoaz sur awalc’h eus e vue, en em dennas war eur mene ha ne oa den ebet o chom endro d’ezan. O vezan êt dôn, eun devez, en koajou ar mene, e kavas eur roc’h-toull, gwaskedet brao gant skourrou eur ween-balmez, hag eur feunteun dour-sklêr en he c’henver. O welet eul lec’h ken distro diouz trouz ar bed, Pol, ha ne oa ket war e gentan tanva eus an dousder a gaver o vevan gant Doue hepken, a zantas o kreski en e galon ar garante evit ar vue a ermit. « Ar c’havarn-man, emezan, a zo eul lojeiz grêt evidon gant providans Doue. » Hag e reas e zonj da chom eno ar rest eus e vue.

Adalek neuze, e lakas e amzer da dremen en e spered perfeksionou an Otrou Doue ha gwirioneou ar relijion. N’evoa ken magadurez nemet frouez ar wezen-balmez ; he deliou a zervije d’ezan da wiskarnant. Pa oa deut d’an oad a dri bla ha hanter-kant, Doue, evit diskouez ar zoursi a gemer eus ar re a zilez pep tra dre garante evitan, a lakas eur vran da zigas d’ezan bemde eun hanter-bara, evel