Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
15 Genver
sant pol ha sant anton

gwechall d’ar profet Elias. Ar burzud-ze a badas betek fin e vue. Pol a vevas eno dek vla ha pevar-ugent, hep bezan anavezet gant den. Mes arôk fin e vue, e falvezas gant Doue hen rei da anaout d’an dud.

E oa an ermit santel gant e drizek vla ha kant, pa deuas da welet anezan, renet gant Doue, an abad Anton, hag a veve gant e venec’h pell diouz trouz ar bed. An daou zant en em anavezas hag a lavaras o hano an eil d’egile, daoust n’o devoa ’n em welet biskoaz. Epad ma komzent etreze eus a dreo an nenv, en harz ar feunteun, e tiskennas ar vran, evel kustum, hag e lakas dirake eur bara en e bez.

« Gwelet madelez Doue, eme sant Pol ; tri-ugent vla ’zo, al lapous-ze a zigas d’in bemde eun hanter-bara ; hirie zo gantan eun dorz a-bez, abalamour d’ac’h. »

Goude bezan trugarekaet Doue, ec’h azezjont da brejan, ha goude o fred e tremenjont an noz o pedi.

An de warlerc’h, sant Pol a lavaras da zant Anton :

— Me zo prest da vervel, ha c’houi ’ zo digaset aman evit ma bezian.

Sant Anton a deuas an daerou en e zaoulagad.

— N’am dilezet ket, emezan, pe kentoc’h, goulennet evidon ar c’hras da vervel ganac’h !

— Nan, eme Bol, arabad eo d’ac’h klask ho mad hoc’h unan, muioc’h eget gloar Doue ; ho tiskibien o deus ezom ac’hanoc’h. Ar pez a c’houlennan diganac’h eo mont da gerc’hat ar vantel bet roët d’ac’h gant an eskob Athanas, evit ma c’hellfet sebelian enni ma c’horf.

Goude bezan poket da zaouarn an ermit, hag o gwalc’het gant e zaerou, Anton a zizroas d’ar gêr hag a lavaras d’e venec’h : « Siouas d’in, me ne don nemet eur pec’her ! N’on ket din da zougen an hano a vanac’h ! Gwelet am eus ar profet Elias ! Gwelet am eus sant Yan-Vadezour er gouelec’h. »

Ne lavaras ket hirroc’h. Kemer a reas ar vantel, hag hen adarre en hent etrezek ar mene. E keit ze, sant Pol a deuas da vervel, ha sant Anton a welas anezan o pignal en nenv, en kreiz eur sklerijen gaer, hag eun niver bras a êle endro d’ezan. Neuze en em strinkas d’an douar, en eur lavaret : « O ma zad, perak ma dilezel evelse ? Ha red e oa d’in-me oc’h anaout ken divezat evit ho koll ken abred? » Pa zigouezas er c’havarn, e kavas korf ar zant war e zaoulin, e zaoulagad hag e zaouarn savet warzu an nenv.

Gwiskan a reas d’ezan ar vantel a oa deut gantan, ha goude bezan kanet psalmou, herve kustum an Iliz, ec’h