An neb en deus pec’het, abalamour da vadou an nesan, ha ne restôl ket, hag hen goest d’hen ober, n’eo ket eur penitant eo, mes eun trompler ; ar pec’hed ne vezo pardonet nemet pas vezo restôlet ar pez a zo bet laeret, non remittitur peccatum, nisi restitatur ablatum.
Sant Augustin
vel eur wezen hag a deu, en eur greski, d’ober skourrou hirr ha ledan, Urz sant Beneat, savet war Mene-Kasin, war-dro ar bla 529, a ’n em astennas dre ar c’huz-heol a-bez. En Bro-C’hall e welomp manati Kluny ha hini Sito, en Itali, hini Vallombreuz, brudet bras abalamour da strizder e reolen ha da zantelez e gentan abad, sant Yan Gualbert.
Yan Gualbert a oa ganet en Floranz, war-dro ar bla 1000, a dud a ouenn vras ha pinvidik. Er mare-ze e oa eleiz a freuz en Itali, hag eun devez, Hug, breur muian-karet Yan, a oe lazet. Yan n’en devoa mui nemet eur zonj : lemel e vue digant ar muntrer. Evit se, e kerze gant e vignoned, da Wener ar Groaz, o furchal ar mêziou. En eun tôl en em gavas gant an hini a glaske, en eur wenojen ken striz ma n’helle tec’hel dioutan en tu ebet.
Yan a grogas en e gleze hag a zailhas war e enebour ; mes heman, raktal, a ’n em strinkas d’an douar, a lakas e zaouarn en kroaz ha, gant eur vouez glac’harus, e c’houlennas true, en hano Jezuz maro da genver an de-ze.
O klevet hano Jezuz, Yan a chomas a-zav, evel skoët ; trec’het oa gant gras an Otrou Doue, hag ar c’homzou-man a deuas eus e galon war e vuzellou : « Savet ha bezet dinec’h, ankouât a ran ar boan ho peus grêt d’in ; » hag en eur vriata ar muntrer, e lavaras d’ezan : « Bezomp eta mignoned hiviziken ! » Kerkent e kerzas da vanati Sant-Miniat, a zo être Piz ha Floranz. Eno, en iliz, e oa eur groaz koad, ar C’hrist o vervel warni. Gualbert a zaouli-