Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/507

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Gouere
507
sant bonavantur

ha nao miz hep penn ; kentan tra a reas Gregor X, o pignal war an trôn, a oe hanvan Bonavantur da gardinal ha da eskob en Albano. O walc’hi listri ar gegin e oa, en Mugello, pa deujod da rei kelou d’ezan eus an neventiou-ze.

Ar pab a falvezas gantan e zakri e-unan, hag hen digasas gantan da gonsil-meur Lyon. Bezan e oe ene ar c’honsil-ze. Meur a wech e prezegas ; e gomzou santel ha nerzus a c’honezas kannaded impalaer Byzanz, hag a unanas, evit eur pennad hepken, siouaz, Iliz ar zav-heol gant Iliz ar c’huz-heol. Goude ar bedervet bodadeg, e kouezas klanv, ha d’ar 14 a viz gouere 1274, e tremenas, en e drede blavez ha hanter-kant.

Gregor X a c’hourc’hemennas da veleien ar bed holl lavaret oferen evit repoz e ene.

Sixt IV a lakas e hano e-touez ar zent, d’an 20 a viz ebrel 1482, ha Sixt V hen lezhanvas doktor eus an Iliz.

F.L.

————


BOKED


An humilite he deus peder bazen : ar gentan eo disprijout ar bed ha kement a oufe da lavaret ; an eil, diwall da zisprijout den ebet ; an dervet, en em zisprijout an unan ; hag ar bedervet, kaout joa o vezan disprijet gant ar re-all.

Sant Bonavantur.




Pempzekvet devez a viz Gouere


SANT HERRI
Impalaer (972-1024)



Herri a Jermani, eilvet eus an hano-ze evel roue, kentan evel impalaer, eo an divezan a oe kurunet eus familh duked ar Sax, dibabet gant Doue, en dekvet kantved, da beur-ober labour santel ar prins Charlemagn hag ar pab sant Leon III.

Herri a deuas er bed en kastel Abaudi, en kichen stêr an Danub, d’ar 6 a viz mae 972. Mab oa da Herri, duk Bavier, ha da Jizel, merc’h roue Bourgogn.

Bezan en devoe an eurvat da vezan savet en doujanz Doue gant e vamm, ha da vezan kelennet gant sant Volfang, eskob Ratisbon. Heman a oa e baëron hag a lakas da ziwan en e galon ar vertuziou bras a zo red da gaout evit ren ervat ar boblou. Er bla 1002, pa varvas Othon III en Rom, en e vla warn-ugent hepken, ar brinsed bodet en Werla a hanvas Herri, duk Bavier, da roue.