Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/508

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
508
15 Gouere
sant herri

Sant Herri
Sant Herri

D’ar 6 a vezeven war-lerc’h, e oe sakret gant arc’heskob Mayans. Er mare-ze, ne oa ket êz gouarn an Alamagn, ken lodennet ma oa etre prinsed, duked ha komted a veze dalc’h-mat o stourm an eil ouz egile.

Boleslas, roue ar Pologn, ne baouezas ket, betek ar bla 1018, da lammat dreist harzou e rouantelez, da zismantr ar c’hêriou hag ar mêziou. Ter gwech, Herri a renkas sevel soudarded evit ober d’ezan mont war e giz. Mes a dra zur, ma c’hallas Boleslas ober kement-se a reuz, eo dre m’en em zave bepred prinsed Luxembourg, breudeur-kaer Herri, en e eneb, en eur ober evelse kalz droug d’o bro, d’o roue ha d’eze o-unan. Evel ar Pologn, an Itali ne fëlle ket d’ezi senti, hag he devoa hanvet eun den kalonek, mes kri meurbed, Arduin, markiz Ivre, da roue. Herri, goude bezan e drec’het, a oe kurunet roue an Itali gant Arnulf, arc’heskob Milan.

Er bla 1012, ar pab Sergius IV a varvas, ha Beneat, eus familh Tusculum, a oe dibabet en e blas. Mes familh Crescenzi a hanvas eun all, Gregor. Beneat, dibabet da gentan, a oa ar pab gwirion. An impalaer Herri, gant e arme, a reas da C’hregor kemer an tec’h, ha Beneat VIII, chomet e-unan en Rom, a oe anavezet gant an holl.

Pa zigouezas Herri hag e zoudarded dirak kêr, Beneat a deuas d’e ziarbenn gant e veleien hag e bobl. Kinnig a reas d’ezan eur voul aour, eur groaz aour warnezi. D’ar 14 a viz c’bouevrer 1014, Herri a oe kurunet impalaer, en iliz-veur Sant-Per.

Arduin, o sonjal en eur vue gwelloc’h eget hini ar bed-man, a ’n em dennas en manati Fruttuaria, savet gant e