Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/509

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Gouere
509
sant herri

dud. Lezel a reas war an ôter e zilhad hag e gurunen a roue, evit gwiskan saë ar venec’h.

D’an 20 a viz gwengolo 1870, an Itali he deus bet ar vez da welet eur roue o tastum, dre an toull grêt er Porta pia, ar gurunen stlapet gant Arduin war ôter Fruttuaria.

Koulskoude, Herri, c’houec’h vla goude m’oa dizroët eus e gurunedigez, a glevas e oa ar C’hresianed o tismantr douarou an Iliz.

Digouezout a ra adarre en Itali ; trec’hi ra e enebourien ha diframman ra digante bro ar Pouilh.

Evel n’en devoa bugel ebet, rak e bried hag hen a veve evel breur ha c’hoar, e reas e zonj da rei e holl vadou da Jezuz-Krist. Sevel a reas eun eskopti en Bamberg, er Bavier. En iliz-veur e lakas chalonied eus a Urz sant Augustin, hag en kichen, ar rouanez Kunegond a zavas ive eur manati eus a Urz sant Beneat.

Kerzet a reas bepred dorn-ouz-dorn gant ar pab Beneat ; n’en devoa nemet eur c’hoant, klask en pep tra gloar Doue, eürusted e bobl, en eur ober d’ezan dilezel e zizurziou ha senti ouz lezennou an Iliz.

Diskaret a oe gant ar maro, d’an 13 a viz gouere 1024, d’an oad a zaou vla ha hanter-kant.

E gorf a oe sebeliet en Bamberg, gant kalz a lid, ha goude eleiz a viraklou c’hoarvezet war e ve, ar pab Eujen III a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1152.

F.L.

————


BOKED


Ar re a zo er renkou uhelan er bed-man a ro tro da eleiz a dud d’en em zalvi pe d’en em zaoni.

Evel ma teu o nesan da gemer skouer warneze, e c’hallont bezan en gortoz da bignal uhel er baradoz, pe da ziskenn don en ifern.

Sant Fuljans.




C’houezekvet devez a viz Gouere


Santez Mari Mene-Karmel



Kentan tra a ra ar vamm d’he bugel, dal ma teu war an douar-man, eo e wiskan.

Ar Skritur Zantel, evit rei d’imp da anaout pebe karante he devoa Anna evit he mab Samuel, a zesk d’imp he devoa grêt he-unan eur zaë gaer d’ezan. Ar Werc’hez Vari a reas ive eur zaë da Jezuz.