Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/510

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
510
16 Gouere
santez mari mene-karmel

» Mes n’eo ket awalc’h d’ezi gwiskan he Mab Doue hepken ; Mari a zo Mamm d’an holl gristenien, ha da bep-hini aneze he deus roët eur gwiskarnant, Skapular Karmel. [1] »

Ar C’harmel a zo unan eus braoan ha pinvidikan meneiou a zo er Palestin. Ar Skritur Zantel a gomz eus e drevajou seder, hag Isaias, evit rei da anaout, pegen kaer e vije Mab Doue en em c’hrêt den, a lavare: « Gloar al Liban a vezo roët d’ezan, gant gened ar C’harmel hag ar Saron. »

War Mene Karmel eo e vevas Elias hag Elize, hag o diskibien a zavas, war e gern, ar chapel gentan a zo bet savet war an douar en enor d’ar Werc’hez. Abalamour da ze e oent hanvet, dre hirr amzer, « Breudeur santez Mari Mene-Karmel. »

P’en em dôlas ar Vuzulmaned da wallgas ar gristenien, leaned Mene-Karmel a deuas da chom en broiou ar c’huz-heol (1245). O Urz a oe brudet, dreist-oll en Bro-Zôz.

Eur manac’h santel, eur zôz. e hano Simon Stock, a oa neuze en e benn. Koz oa, tremenet e bevar-ugent vla gantan, hag aboue pell amzer, e c’houlenne ouz an Itron-Varia eur c’hras kaer bennak evit e Urz a oa, eur pennad a oa, tôl-distôl dre ar bed.

Hogen, en noz arôk gouel santez Mari Mene-Karmel (1251), ec’h astenne e bedennou hag e lavare da Vamm Doue : « O bleunien ar C’harmel, splander an nenv, mamm ha gwerc’hez, mamm leun a garante ha bepred gwerc’hez, stereden ar mor, roët eur c’hras dispar bennak da leaned Karmel, ho pugale. »

Hag e pedas en doare-ze betek goulou-de. Da zav-heol, an Itron-Varia a ’n em ziskouezas d’ezan, bochadou êle war he zro, en kreiz eur sklerijen skedus ; gwiskamant leanezed Karmel a oa ganti ; he dremm a oa laouen, ha war he fenn eur gurunen aour a lufre. En he dorn e oa skapular Urz Karmel ; en em gavet en kichen ar zant, e tôlas anezan war e ziskoa :

« Ma mab, emezi, kemer ar gwiskamant-se, evel eun testeni eus ar grasou kaer am eus bet evidout hag evit ar re holl a zo en Urz Karmel. Kement hini a varvo gant ar skapular-se ne gouezo ket en tan an ifern. »

Er bla 1314, da varo Klemant V, Kador sant Per a chomas goullo daou vla, tri miz ha seitek devez. Ar c’hardinal Jakez Osa a oa glac’haret o welet trubuilhou an Iliz, hag a bede ar Werc’hez d’o berrât. Eun nozvez, Mamm Doue a lavaras d’ezan e oa o vont da vezan hanvet da vi-

  1. An O. Chatton, Levr Bugale Mari.