Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/511

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Gouere
511
santez mari mene-karmel


kêl Jezuz-Krist, hag e renkje, dal ma vije azezet war Gador sant Per, embann dre ar bed holl e tennje eus ar purgator, d’ar zadorn kentan war-lerc’h o maro, ar re a vije en breuriez skapular Karmel, gant m’o dije miret o glanded, pep-hini herve e stad, ha lavaret bemde he ofis bihan, pe grêt vijil da verc’her ha da zadorn en he enor.

An de war-lerc’h, (7 a viz eost 1316), Jakez Osa a oa hanvet da bab, hag a gemere an hano a Yan XXII ; e gentan preder a oe embann, dre ar bed kristen, induljans ar zadorn.

Meur a dra a zo tremenet aboue m’eo digouezet ar burzudou-ze, nemet ar fianz en skapular Karmel hag en e c’halloud ne dremenont ket.

Digaset en deus ar yec’hed d’ar re glanv ; mouget en deus tâniou-gwall ; miret en deus diouz pep droug martoloded war ar mor en kounnar, ha soudarded war an dachen a vrezel ; tennet en deus eus adre skilfou an drouk-spered ar brasan pec’herien. Kemeronp eta skapular Karmel ha dalc’homp d’ezan ; n’eo ket red binnigan nemet ar c’hentan a gemerer. An neb a zo bet eur pennad amzer heb hen dougen, a c’hell hen adkemer, hep ma vefe red d’ezan e vinnigan a-neve.

————


BOKED


Mari, pa ’z oc’h lezhanvet sikour ar gristenien,
Evit hoc’h holl vugale, ni ray d’ec’h eur beden :
Plijet ganec’h o diwall diouz pep droug er bed-man,
Hag o c’haset d’an nenvou, en o heur divezan.




Seitekvet devez a viz Gouere


Merzerenti Leanezed Karmel Kompiegn
(1794)


Blaveziou divezan an XVIIIet kantved a oe blaveziou a dristidigez, a zispac’h hag a wad. Gwazed a bep renk, ha merc’hed zoken, a oe laket d’ar maro abalamour d’o relijion. Eur skouer gaer a oe roët neuze d’ar Frans gant c’houezek leanez eus Karmel Kompiegn.

Dal ma tigoras ar freuz, ar merc’hed santel-ze o devoa heuilhet ali ar superiorez, ar vamm Thereza sant Augustin ; kinnig o devoa grêt holl o bue da Zoue evit silvidigez an Iliz hag ar Frans.